Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Trl. 1. [1659, 1924, 1927, 1944, 1955] SELLET A-GORN, OBER UR SELL A-GORN : Ober van da chom hep gwelet ar pezh a ra ub. o sellet outañ eus korn al lagad evelkent. [1659] Sellet a-dreuz pe a-gorn. Na ra ket biloù, sellet a rin outañ a-gorn. [1877] Pa’z aent a-biou dezhañ e selle outo a-gorn, evel pa vije droug ennañ, mes james ne lavare ger ebet [...]. [1927] A-gorn. [1944] Tri gomis, daou skolaer, ur c'hazetenner, hag... unan na oa netra ; geo, 'ur barzh', en doa lavaret Cavalier dezho e oan, hag o doa luchet a-gorn war-du ennon. [1955] [...] ha gant piv ?... gant ur C’hallez divroet, ur vaouez na ouie na Pater, na Noster, ur ganfardez hep feiz na reizh, ul liboudenn bennak evel an holl verc’hed na vevent ket war ar maez, rak a gorn e selle zoken ouzh plac’hed Landreger, da vihanañ ar re na oant ket diwar noblañs pe vourc’hizien vras. 2. Na grediñ sellet a-dal ouzh ub., dre ma vezer mezhek, war aon. Sell eeun ouzhin hardizh, e-lec'h sellet ouzhin a-gorn evel ma rez. HS. a-dreuz, a-viziez.

Skouerioù istorel : 
12
Kuzhat roll ar skouerioù

sellet a-dreuz pe a-gorn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (regarder dn) coin de l'oeil

sellet a-gorn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (regarder de) costé

a-gorn

1732
Daveenn : GReg pg (de) côté (de biais)

Sellet en deus a-gorn ouzhoc'h.

1850
Daveenn : GON.II pg sellout (il vous a regardé de travers, de mauvais œil).

Pa’z aent a-biou dezhañ e selle outo a-gorn, evel pa vije droug ennañ, mes james ne lavare ger ebet ; hag ar chaseerien, eus o c’hostez, a yae a-biou dezhañ hep lavaret netra, hep ober van ebet.

1877
Daveenn : EKG.I. p.55

Alies, pa vije aet an Aotrou person er-maez eus e e di, e veze klevet o lavaret, en ur sellet a-gorn war e lerc’h, hag en ur ober dorn dezhañ : — Kae atav, person Gall, m’hen talvezo dit...

1878
Daveenn : EKG.II p.148-149

Bilzig a sellas a-gorn ouzh ar barner, hag a-dreuz ouzh an div wialenn.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 40, p.895 (Miz Ebrel 1924)

Un taol-lagad a-gorn d’an archer : — Krogit ennañ !…

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 40, p.895-896 (Miz Ebrel 1924)

a-gorn

1927
Daveenn : GERI.Ern pg a3 (regarder de côté, du coin de l'oeil)

Tri gomis, daou skolaer, ur c'hazetenner, hag... unan na oa netra ; geo, 'ur barzh', en doa lavaret Cavalier dezho e oan, hag o doa luchet a-gorn war-du ennon.

1944
Daveenn : EURW.1 p82

Pebezh glac’har ’ta, pegement a wad fall adal ma teuje da c’houzout e oan dindan dimeziñ ha gant piv ?... gant ur C’hallez divroet, ur vaouez na ouie na Pater, na Noster, ur ganfardez hep feiz na reizh, ul liboudenn bennak evel an holl verc’hed na vevent ket war ar maez, rak a[-]gorn e selle zoken ouzh plac’hed Landreger, da vihanañ ar re na oant ket diwar noblañs pe vourc’hizien vras.

1955
Daveenn : VBRU p.2

Selloù a-gorn a ra an holl ouzhin.

2023
Daveenn : AVWAH p. 30

Ofis publik ar brezhoneg