Pellgargañ ar gerioù kar advroad brizhrannvroel broad broadek
broadel
Gwir eo, er mare-se ne veze ket klevet ar vugaligoù o trailhañ gallegach dre an heñchoù ; holl a raent [sic], krennarded koulz ha merc'hed, gant ar brezhoneg dalc'hmat, er gêr, er c'hatekiz, er parkeier pa vezent o vaesa pe o neizhata, e pep lec'h nemet er skol, rak eno e veze krozet dezho, ha kastizet e vezent zoken gant ar « Symbol » [sic, simbol], ar « Vuoc'h goad », kerkent ha ma tifloupe diganto ur ger en o yezh vroadel.
Ac’hanta, diskouez a reas Alfoñs ne oa ket un admiral treuzwisket, ha lammat a reas, gwevn ha skañv evel ur gwiñver, war skeulig an Ernest Renan en ur ober al lu gant e grenerien, rak den all nemetañ ne gredas pignal war vourzh, kaer hor boa seniñ hag adseniñ kan broadel Spagn, un ton fentus a-walc'h, ha kustum e veze hor martoloded da vouskanañ ar mentoù diwezhañ en ul lakaat dindano gerioù ijinet ganto : "Pare à virer, pare à virer !"
N’am boa ket c’hoazh kroget da ziskenn gant an diri ma lamme dija d’am fri ur c’hwezh dibar, hini ar vro, ur c’hwezh a blave neuze er c’hoc’hu, en tiez-hent-houarn, er marc’hallac’h, en ilizoù war ar maez, e pep lec’h m’en em vode ennañ tolpadoù kouerien hag o gwragez, c’hwezh al lard-karr ma veze lufret gantañ an heuzoù lêr, an eol tro-heol a blije kement d’ar wazed da libistrañ barv ha blev da bep Sul ha kellies gwech ma felle dezho bezañ en o c’haerañ, flaer ar porpantchoù dineuz (an touloup) e kroc’hen dañvad a veze en-dro d’an holl voujiked, merc’hed koulz ha paotred, ha mesk-ha-mesk aezhenn ar c’haol trenk ha c’hwezh ar bara segal peurzu, bevañs pemdeziek ar bobl, hag ivez frondig ar « vodka», ar gwin-ardant broadel.
Dont a ra ar c'habiten da ober ur gwel all deomp, hag evel ma 'z eus ur galafrennad likur jenevra war ar stal, ne deomp ket d'hor gweleoù hep bezañ graet un tañva da likur broadel Izelvroiz.
[Lec'hioù bet dalc'het evel] an DRASS e Marsilha peotramant leur toullañ ha douarañ lastez nukleel e Bure, mirdi an enbroañ... pe c'hoazh monumantoù broadel (oglennoù an Trocadéro pe al Louvre, Palez ar bPibien...) pe kannatioù (evel kannati Ginea e-pad emvod-meur Frañsafrika) [...].
"Sellit, hemañ eo maen-sonn kañv Hegeso. Un oberenn gant Kallimac'hos moarvat. Evel-just, an hini a welit a zo un eilad. An hini orin a zo er Mirdi Henoniel Broadel."
Hogen mard eo bet a-holl-viskoazh mil anavezet Ilias hag Odisseia Homeros, den, avat, e Breizh, ha din da c'houzout bepred, ne'n devoa klasket o c'hinnig d'ar vrezhonegerien eus hon amzer-ni en o yezh vroadel.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
broadelañ