Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. Kozh. [1850, 1927] Hollad annezidi ur vro. Ur vroad tud. 2. [1927] Strollad tud dezho perzhioù dibar (yezh, sevenadur, istor, h.a.). Meur a vroad a oa gwezhall e Galia. Broadoù Indianed Amerika. Kenstrivadeg rugbi ar c'hwec'h broad. HS. broadelezh. 3. [1985] Strollad bras pe vrasoc'h a dud emskiantek eus o unaniezh ha c'hoantek da vevañ a-gevret ; kumuniezh frammet emren, dezhi un tiriad bevennet. [1985] Deuet e ivez Liberia da vezañ, hag a-bell, kentañ broad an Afrik evit ar vein-houarn. 4. Dre ast. Ar vroad : ar gumuniezh, ar vroiz, an dud. 5. Aozadur ar Broadoù Unanet (ABU) : aozadur etrebroadel diazezet e New York, a vod riezoù ar bed o deus degemeret e garta. II. Ere a laka un den da vezañ lodek e pobl ur vro, ur Stad.

Skouerioù istorel : 
14
Kuzhat roll ar skouerioù

broad

1850
Daveenn : GON.II pg brôad (Peuple. Peuplade. Nation. Tribu), pobl

broadoù

1850
Daveenn : GON.II pg brôad (Peuple. Peuplade. Nation. Tribu. Pl.)

Meur a vroad a oa gwechell e Bro-C'hall.

1850
Daveenn : GON.II pg brôad (Il y avait autrefois plusieurs nations dans la France).

Emskiant o broadelezh hag o Galvedigezh a bobl eo a renas hon Tadoù p’o deus, a-ziwar an disterañ hadenn, astennet a-us d’ar bed-holl skourroù ar Vroad Illur, gouez dezho, da lavarout eo Broad hollvrudet ar Gelted kozh.

1923
Daveenn : SKET p.6

"broad", gg. "broad tud" gg. [...] ; liester "broadoù"

1923
Daveenn : SKET p.159, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Nation".

P’edon en Aleksandria-war-an-Nil, e ris anaoudegezh gant un den desket-bras eus broad ar C’hresianed a zeuas da geneil din hag am lakeas da ergerzhout kêr ha da welout ar marzhioù anezhi.

1923
Daveenn : SKET p.45

Un niver broioù, temzioù-hin disheñvel a-leizh ; broadoù, pobladoù, meuriadoù, tiadoù, kel lies ma n’oufed o jediñ.

1924
Daveenn : SKET.II p.61

broad

1927
Daveenn : GERI.Ern pg bro

broadoù

1927
Daveenn : GERI.Ern pg bro

Koulskoude, p'he deus ur vroad, evel hon hini, ar chañs da vezañ dalc'het d'he gwiskamant hec'h unan, pec'hed e vefe chom hep hec'h enoriñ.

1944
Daveenn : EURW.1 p.144

O servij an denelezh a-bezh emaon hep diforc'h a ouenn, a vroad, a relijion, a skiant-bevañ [sic].

1980
Daveenn : BREM Niv. 1, p. 5

Deuet eo ivez Liberia da vezañ, hag a-bell, kentañ broad an Afrik evit ar vein-houarn.

1985
Daveenn : DGBD p21

Labour vat a ran sur a-walc'h rak dec'h en doa pellgomzet din derc'houezour gresian ar Gomiseriezh Uhel evit ar Repuidi en Aozadur ar Broadoù Unanet.

2015
Daveenn : EHPEA p64

Ur wezh tremenet mare an darempredoù feuls ha lazhus, setu ma oa deuet hini an deskiñ an eil diwar egile, ha ma krogas skrivagnerien broadoù nevez Europa da sevel e latin, pe en o yezh c'henidik, oberennoù liesseurt, en o mesk stummoù romanekaet, eeunaet ha krennet eus oberennoù Homeros, Platon, Haristot...

2016
Daveenn : ILIAS p8

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial