Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. [1906, 1911] Hollad ar perzhioù dibar zo d'ur vroad. Kaout ur vroadelezh ha gwirioù o teverañ diouti. 2. [1906, 1911] Perzh a liamm un den ouzh ur vro, pe ur vroad. Ar vroadelezh vreizhat. Maen-diazez hor broadelezh. 3. Hollad tud zo dezho hengounioù hag istor boutin, hep mont d'ober ur Stad dre ret. Ar broadelezhioù-se zo aet da get. Ar yezh a servij da ziforc'hiñ ur vroadelezh diouzh un arall.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

Emaint o paouez sevel etrezo ur gevredigezh da adsevel o bro, o yezh, hag o broadelezh, dre en em unaniñ etre Euskariz Bro-C'hall hag Euskariz ar Spagn

1906
Daveenn : KZVR Niv. ar 25 a viz Du

Hogen e kav deomp ez eo ar frankiz kentañ dlead ur boblad, ha diazez pep broadelezh.

1911
Daveenn : PSEP p VII

"broadelezh" gg.

1923
Daveenn : SKET p.159, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Nationalité".

Rak ma kavint ennañ ar pep retañ-holl da bep pobl evit he bleniañ war-du hec’h Amzer-da-zont, - evel ar Steredenn a vlenias gwechall ar rouanez-Vajed war-du ar Silvidigezh- : taolenn o Ganedigezh, ma kemerint diouti Emskiant o Broadelezh keltiek.

1923
Daveenn : SKET p.6

broadelezh

1927
Daveenn : GERI.Ern pg -ad.1 (nationalité), bro

Avel e Breizh é kaver brogererion a-du get buhez politik o bro met gloev int ha spered ar vroadelezh a gousk c'hoazh e kornadoù Euskadi Frañs, en dresped da vrezel an Euskariz e Spagn.

1937
Daveenn : DIHU Niv. 318 p. 25

Mes e vroadelezh, avat, en doa dalc’het dezhi ; ne oa ket ur Saoz, emezañ.

1944
Daveenn : EURW.1 p.103

Ma mamm, hag a oa deut, da heul he mab, da vezañ troet gant ar vroadelezh vreizhek, a fellas dezhi kemerout perzh ivez er gouel bras e oad o tanzen ; laouen e oa dreist-holl gant ar c'heloù e vije adsavet an teatr brezhonek, rak ez yaouank, he doa bet plijadur o vont da Werliskin da arvestiñ ouzh ar « Misterioù » a veze c'hoariet eno en ul lab bennak, gant kenseurted Prosper Proux.

1944
Daveenn : EURW.1 p66

Sevel diferadoù-kêr a-enep an OGK, paeroniañ tud dibaper, lidañ euredoù tud heñvelreizh, embann an dizalc'hiezh, sevel oberoù "Kêrvarv", goulenn repu digant broioù all, dilezel e vroadelezh...

2015
Daveenn : DISENT p57

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial