Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
14
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. [1927, 1960] Annezad ur vro. 2. [1867] Kenvroad. Ma broiz. Me'm bo soñj eus ma zud hag eus ma broiz.

Skouerioù istorel : 
10
Kuzhat roll ar skouerioù

broad

1850
Daveenn : GON.II pg tûd

Ha da lavarout : deomp ganeoc’h da gaout ho proiz.

1850
Daveenn : GON.II p.98

Ma broiz, evit lenn aes ar Marvailhoù-mañ, n'ho pezo nemet lakaat evezh : e lavarer ar g dirak e ha dirak i, evel pa ve un u etrezo

1867
Daveenn : MGK Rakskrid XIV

En tu-hont d’ar Vinolandon, war ar [c'h]lann-hont eus ar mor Adria, em eus gweladennet an Hellas, e-lec’h e kresk ar gwez fiez ha lore ha ma vez enoret ar furnez ha pleustret ar ouiziegezh gant ar vroiz anezhi, tud kenedek o dremm, kreñv o izili, kadarn en emgann ha helavar er guzuliadeg.

1923
Daveenn : SKET p.13

An darempredoù ouzh an dud estren o deus kreñvaet er vroidi, dreist-holl er verdeidi hag er varc’hadourien, ar boaz da ziguzhat diwar ar c’hentañ sell tro-spered an dud m’o devez d’ober ganto.

1923
Daveenn : SKET p.102

"broad" [...], liester "broiz", "broidi".

1923
Daveenn : SKET p.159, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Habitant d’un pays".

broad

1927
Daveenn : GERI.Ern pg bro

broiz

1927
Daveenn : GERI.Ern pg bro

Alies eno, leun a zoan ; / E kleven kontañ, goude koan, / Al lazhadeier, muntroù dall, / An distruj kriz, an tanioù-gwall / A strew didruez chas ar preizh / E-touez hon tud, hor broiz keizh.

1960
Daveenn : PETO p60

Pep eskopti 'vo renet ha kelennet Gant ur prelad bet a-ratozh dilennet Gant ar C'huzul-Meur en devo kefridi En an' ar vroiz ac'hano sujidi.

1960
Daveenn : PETO p16

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial