Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Skouerioù istorel : 
10
Kuzhat roll ar skouerioù

D’ar mare-se, Lesneven a oa ur gêr vras ha brudet, ur gêr hag a oa enni tud a vrezel ha tud a lezenn ; er penn kentañ edo eus a gêrioù Bro-Leon.

1877
Daveenn : EKG.I. p.177

Ac’hanta, gwazed, emezañ, e-feson e karer ober ar c’housk-mintin e kostez Bro-Leon ?

1877
Daveenn : EKG.I. p.76

D’ar c’houlz-se ivez, ur jeneral hanvet Canclaux, a yoa, en hanv ar republik, o kas an traoù en-dro e Bro-Leon a-bezh.

1877
Daveenn : EKG.I. p.264

Abalamour da se em boa lakaet kemenn d’an holl dud a galon a Vro-Leon, hag eus a Gerne zoken, dont d’hor c’haout da vourk Berven.

1878
Daveenn : EKG.II p.103

E-tal din c'hoazh e zo ur beleg breton eus a Vro-Leon, an Ao. Kerjean, person Lambaol-Gwimilio, ur gavadenn evidon hag a dalv aour !

1903
Daveenn : MBJJ p25

Heverk a-walc'h eo koulskoude aberioù Bro-Leon evit ma vije strishaet an anv, en douarstummadouriezh, d'ar pezh a gomzomp amañ diwar e benn.

1943
Daveenn : TNKN p15

ABER a vez graet eus ur seurt lodenn-vor e Bro-Leon (Aber Iltud, Aber Venead, Aber Ac'h) hag ivez e Gourenez Kraozon (an Aber, etre Kraozon ha Terrug) (8).

1943
Daveenn : TNKN p15

Me a c’houlenne eta diganeoc’h, va lennerion a Vro-Leon hag a Vro-Gernev : « Piv an desketañ en ti ? »

1944
Daveenn : ATST p.9

Eo, ar c’hegined, pa vezont distagellet mat, a zeu a-benn da zrailhañ meur a gomz, ha klevet em eus unan anezho en un ostaleri a Vro-Leon o lavarout da gement den a zeue en ti : « mezvier brein ! mezvier brein ! »

1944
Daveenn : ATST p.8

- Te a zo diwar ar maez, Sezni, hag eus bro-Leon ar gatolikañ. Em c'hêr c'hinidik, avat, du-mañ, war vordig mor Kernev-Izel, eo douget, ouzhpenn dreist, ar merc'hed yaouank d'al lammoù ha d'an dañsoù, ha, 'm eus aon, e karont ivez kompagnunezh ar baotred yaouank.

1949
Daveenn : SIZH p.53

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial