War-vete nebeut am bije displeget dirazañ Elle est morte ur wech ouzhpenn, met an dro-mañ, war a gredan, ne vije ket dezhañ ur frealz met kentoc’h ur rann-galon klevout ur fentigell he devoa graet berzh war al lestr ma ranke pellaat dioutañ da viken, o vezañ ma tlee chom hervez ma lavared à la disposition du Ministre : e gwirionez bezañ ur c’hozh louf-torchenn o hiraezhiñ e don ur burev bennak kent na vefe gallet e lakaat e-maez a garg kuit a dermal.
Darn zoken a stlepe warno vioù pe frouezh brein, kement ha ken bihan ma krogas an ofiserien hag ar vartoloded da lemel o zammig barv evit ma c’helljent bale er straedoù kuit da vezañ hegaset gant ar jaloded-se.
Ha mar degouezhe da baotred Mari-Robin, an archerien, dont en arbenn dezhañ, goulenn a raent digantañ e baper kement hag abuziñ o amzer, ha goude ober sin da lenn e lavarent kuit a c'hoarzhin : - Eus ar c'hentañ, va den mat, derc'hit [sic] da vont, rak gwelout a reomp emañ pep tra ganeoc'h hervez al lezenn...
Kit da welet an traoù pellik amzer a-raok an taol, deoc'h da gaout amzer da zistreiñ meur a wech kuit da sachañ evezh an dud e-karg eus diwall al lec'h.
Kuit da vezañ tapet fall, neuze, ez eo ret deoc'h labourat evit ma vefe sellet ouzh ho strollad evel unan reizh, ha ma c'hallfe ar mediaoù krediñ er pezh a lârit.
Neuze e riskler, tortigellat a reer evel ur vuzhugenn kuit a reiñ krog d'ar boliserien.
Lakaat a refont e pleustr doareoù surentez dreistordinal kuit a vezañ goulennataet gant ar stourmerien...