Tamm ha tamm e vije evel-se goloet gant ar gwiskadoù-se holl ziblaenderioù ar strad : ne vije bet nemet daou rummad krapennoù-mor a-serz[h] : Torrod-meur an Douar-Bras diouzh un tu, o vevenniñ Gourvazenn an Douar-Bras etrezek an donvor, hag islonkoù-mor, o tiskenn trumm adalek 5000 betek 7000, 8000 ha zoken 10793 metr - e-harz inizi Filipinas - dindan ar gorre.
Kenderc’hel a rejont da vont. Ul loen a dreuzas trumm ar wenodenn, dirazo. Lom a reas ul lamm.
Lakaat a reas Palmira he dorn war vrec'h kleiz he divizour. Ur c'hlaouenn vev. Trumm, e krogas an tan-gwall e gwazhied ar paotr.
Digoret he doa Palmira trumm hec'h aveler e framm-olifant, ha, kent en em aveliñ, he doa spinet flour chink ar manac'hig gant bevenn ar seiz limestra.
Pa ne fell dit anzav an dra, / Pa respontez n'ouzout netra, / E rankan, trumm, hep gortoz ken, / Az kas emberr d'ar prizon yen.
Ha neuze trumm emeur e diabarzh ar vro, sioul ha teñval an dour etre ar paletuvez, a weler o gwrizioù o korvilañ a bep tu war al lec'hid.
Muiañ ma c'heller gwelout c'hoazh eo antilopenned dihunet trumm a-greiz o c'housk o skarañ kuit.
Eus al latar hefiñv ha difetis en doa brellet daoulagad an noter e-pad ken pell e tifoupe bremañ trumm furm resis un euzhden diaoulek.
Klevout a ran an alc'hwez o treiñ er potailh ha sevel a ran trumm eus ma gwele.
Troc'het trumm eo ar gemennadenn.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
trumm