Trl.
[1954, 2015] Na gouzout na bu na ba : ne ouzer seurt ebet (eus udb.).
[1954] N’hellen ket evel-just tremen hep arvestiñ ouzh mirdi kaer, brudet dre-holl er mare-se, met ne ris ket eno kalz van ouzh taolennoù Rafaël, Titien, Tintoret, Véronèse hag ar vistri all, rak siwazh din n’intentan na bu na ba evit ar pezh a sell ouzh ar seurt teñzorioù.
He fried 'vat ne ouie, koulz eo lavarout, na bu na ba, rak o vezañ m'en devoa kollet tad ha mamm [a]-vihanik ne oa bet er skol nemet tri pe bevar miz.
He fried 'vat ne ouie, koulz eo lavarout, na bu na ba, rak o vezañ m' en devoa kollet tad ha mamm e-vihanik ne oa bet er skol nemet tri pe bevar miz.
1954
Daveenn :
VAZA
p.16
N’hellen ket evel-just tremen hep arvestiñ ouzh mirdi kaer, brudet dre-holl er mare-se, met ne ris ket eno kalz van ouzh taolennoù Rafaël, Titien, Tintoret, Véronèse hag ar vistri all, rak siwazh din n’intentan na bu na ba evit ar pezh a sell ouzh ar seurt teñzorioù.
N’hellen ket eveljust tremen hep arvestiñ ouzh mirdi kaer, brudet dre holl er mare-se, met ne ris ket eno kalz van ouzh taolennoù Rafaël, Titien, Tintoret, Véronèse hag ar vistri all, rak siwazh din n’intentan na bu na ba evit ar pezh a sell ouzh ar seurt teñzorioù.
1954
Daveenn :
VAZA
p.140
Arabat d'ar stourmerien dilezel o fost abalamour m'o deus aon pe riv, peotramant peogwir e kavont hir o amzer rak ne ouzont na bu na ba deus ar pezh a c'hoarvez gant ar re all.