Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Prantad amzer tremenet gant ub. en ur garg bnk. Un torfed en deus graet hag en deus torret e respet. & Trl. Ober (ur) respet : chom ur pennad hir. Graet ac'h eus ur respet, 'vat ! Ar mevel a ra respet eno ! DHS. respetad. 2. Ent strizh Prantad amzer tremenet en arme, e servij ub. Daou respet a seizh vloaz en doa graet. Ur respet e servij ar roue. DHS. koñje.

Skouerioù istorel : 
1
Kuzhat roll ar skouerioù

Leveoù a bep seurt a c'hall bezañ kinniget d'an dud hag a c'hallfe mont a-enep urzh an traoù evel m'emaint : respedoù politikel gopret mat, plasoù miret e skipailhoù-kuzuliañ an dilennidi, implijoù e-barzh kevredigezhioù fur ha sentus rak skoazellet gant an arc'hant publik...

2015
Daveenn : DISENT p153

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial