Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Termen a reer gantañ da verkañ ar souezh pe a-benn sachañ evezh ub. [1925] — Tê !… sell ! eme unan eus ar vartoloded, sell ! ur vorgazhenn ! DHS. dal. II. (db. al loened) 1. Tê-tê ! tie-tie ! : troiennoù a reer ganto da c'helver ur c'hi da dostaat (pa ginniger udb. da zebriñ dezhañ da sk.). Deus amañ ! Tê-tê ! & A-WECHOÙ Tê-tê ! : troienn a reer ganti da virout ouzh ur c'hi a harzhal. & Troiennoù a reer ganto da c'helver loened all da dostaat (pa ginniger udb. da zebriñ dezho). Piv en deus gwelet ma gavr ? Bouchig ! D'ar gêr ! Tie-tie ! 2. G. Dre ast. (yezh ar vugale) Ki. Un tie. & Tie-tie, [1909] tê-tê : ki. [1909] tê-tê. Pelec'h emañ tie-tie ? An tê-tê bihan.

Skouerioù istorel : 
2
Kuzhat roll ar skouerioù

1909
Daveenn : BROU p. 429 (toutou, terme enfantin pour désigner le chien)

!… sell ! eme unan eus ar vartoloded, sell ! ur vorgazhenn !

1925
Daveenn : BILZ2 p.110

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial