Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Ha na fich ket.

Skouerioù istorel : 
12
Kuzhat roll ar skouerioù

Difiñv, troet he dremm war-du ar Sav-heol, start ha hi disliv-holl, e sellas ouzh ar marv o tonet.

1923
Daveenn : SKET p.111

War donenn c’hlas an enezenn-se e weler eus a bell evel koabrennoù aour en o gourvez difiñv ha digemm. Koadoù skav-gwrac’h eo, a gredfen, o waskediñ ec’hoazlec’h an heol.

1924
Daveenn : SKET.II p.75

An treid forc’hek anezho, o pouezañ stank-ha-stank war an holl ziskolpadennoù-se, o dalc’has difiñv war an douar hag a viras outo d’en em adframmañ ha da adsevel.

1924
Daveenn : SKET.II pp.55-56

N’edo ket oc’h huñvreal, ha dihun mat e oa, rak pa voe dibikouzet ganti he daoulagad, e welas ar sklerijenn souezhus o parañ war ar prenestr, ker gwenn, ken difiñv, ha ker spontus hag a-raok.

1944
Daveenn : ATST p.52

« Nann ! n’eo ket al loar an hini eo », a soñjas adarre ar voereb, « pe e vefe henozh ul loar he sklerijenn gamm. N’eo ket, kennebeut, skleur un tangwall, difiñv ma ’z eo ar sklerijenn war ar prenestr. Petra ’ sinifi kement-mañ ? »

1944
Daveenn : ATST pp.51-52

Difiñv e oa atav ar gup en oabl berv.

1949
Daveenn : SIZH p.54

Uhel-uhel, en oabl glas trellus, e plave ur gup, difiñv, e-giz ouzh o spiañ.

1949
Daveenn : SIZH p.53

Glas-teñval ha boull, ha difiñv-meurbet e oa an noz, gant goulaouadeg virvidik ar stered.

1949
Daveenn : SIZH p.39

Faezh e oa Soaz Sapeur o krial warnon : « Jarl, tremen poent eo dit mont da gousket, rak sevel abred az po d’ober warc’hoazh ! » Met chom a raen bepred el lanneg, difiñv, dilavar, warnon trugar al loargann, ha c’hoant am boa ken am boa da zastum dre dastorn un delienn, ur bluenn evn, ur vleuñvenn, forzh petra da gas ganin e koun eus Priel ha Krec’h Eliez.

1955
Daveenn : VBRU p.21

Perak ’ta, emezon, n’on ket ur maen pe ur skilhenn ? Mut ha difiñv int eveljust [evel-just], met da vihanañ poan ebet n’o deus da c’houzañv.

1955
Daveenn : VBRU pp.13-14

"Gurudet" [a dalv] : dastumet ha morzet gant ar yenijenn evel ma ra al lapoused war o glud diouzh ar goañv. Disheñvel eo ar ger-se diouzh "motet" = difiñv, ha diouzh "kropet" na vez lâret nemet pa vez anv eus an daouarn.

1960
Daveenn : PETO p.86

Ha tremen ugent devezh e chomas difiñv er c'hev, o tec'hel kuzh an aon he doa marteze c'hwitet war an oberatadenn hag an enkrez a oa enni da chom kamm.

2013
Daveenn : MEKAN p.41

Ofis publik ar brezhoneg