Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Skouerioù istorel : 
10
Kuzhat roll ar skouerioù

— « N'omp ket, eme ar vaot, hag e-lec'h kaout un doenn, / Ma'm be, evel ar goulm, divaskell da nijañ, / Me a ve aet dija / Da c'houzout e pelec'h eo dalc'het an heizez, / Hor mignonezig kaezh, / Skañv evel an avel ; koulz ha ma'z eo lijer, / Ez eo ivez tener. »

1867
Daveenn : MGK p46

Ne ouzon ket piv oc’h, a belec’h e teuit na da belec’h ez it, ha n’em eus ket ezhomm d’her gouzout.

1877
Daveenn : EKG.I. p.84

— Lavar din e pelec’h emañ, rak krediñ a ran e vank dezhañ meur a dra en e guzh ; hag e-pad m’en devezo ar c’habiten Jaouen un tamm bara, ar veleien vat o devezo ivez.

1877
Daveenn : EKG.I. p.214

Petra a rafen-me de[zh]añ ? Me ziskouezfe de[zh]añ pelec'h an neus manket ar mañsoner, hag a gasfe ane[zh]añ er-maez deus ma zi, gant un tol troad er lec'h ma teu ar c'hein da goll e anv. Bez' sur na vije ket klañv gant ar c'hoant da addont.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Gant an amzer e teuis da hardishaat ha da welout pelec'h e oa sempladurezh ma c'henseurted taol.

1944
Daveenn : EURW.1 p83

Chom a rejomp boemet. Ne ouiemp ket pelec’h hor boa filoutet.

1944
Daveenn : EURW.1 p.200

Den ebet n'ae da glask pelec'h 'oant bet.

1944
Daveenn : EURW.1 p22

E zaoulagad lemm, e fri kamm, a lakae anezhañ heñvel a-walc'h ouzh ur gaouenn ; gant ur vouezh trenk e lavaras d'am mamm dre belec'h mont d'an dortouer da aozañ ma gwele.

1944
Daveenn : EURW.1 p31

Anaout a raemp dre belec'h digouezout war hent Keraez.

1944
Daveenn : EURW.1 p36

E-pad ar brezel eildiwezhañ e loc'has ar C'hleber d'abardaez noz eus Kiberen da vont da Vrest en ur ober an dro vras e tu all d'Enez Eusa, met biken [sic] ne zegouezhas dezhañ erruout du-hont, ha den, nag ofiser na martolod ne chomas bev da zisklêriañ penaos, pelec'h ha pegoulz ez eas va lestr kentañ d'ar strad.

1954
Daveenn : VAZA p.112

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial