Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Stumm eus ar verb "bezañ", ar gopulenn en amzer-vremañ.

Skouerioù istorel : 
130
Kuzhat roll ar skouerioù

ned eo c'hoazh

1499
Daveenn : LVBCA p36, 47, 149 (non pas encores)

and eo-eñ

1499
Daveenn : LVBCA p23, 36, 71 (n-estil mye)

Peg anv eo ?

1499
Daveenn : GAVH p43, 78 (wie heyscht dit 'comment cela s'appelle-t-il ?')

ret eo

1499
Daveenn : LVBCA p36, 175 (il couuient)

[n]and eo

1499
Daveenn : LVBCA p23 (ne-doncques)

deiz eo

1499
Daveenn : LVBCA p36, 52 (il est iour)

petra eo an dra-mañ

1499
Daveenn : LVBCA p23, 36, 138, 162 (qu-est cecy)

[«]Ha pa ez vezo lakeat mat evezh ouzh an traezoù-mañ, goulenn ha desk piv eo an puisantañ entre an holl re na pe gant [piv] az int great.[»]

1576
Daveenn : Cath p7

ar gentañ [eus peder bazenn skeul an neñv] eo inosanted hec'h holl euvroù[,] an eil eo naeteri a galon[,] [an] drede eo disprizañs a vanite[,] ar bedervet eo gwirionez a gomzoù; pere degrezioù a laka an profet diouzh renk ouzh lavaret : Piv a bigno e menez an Aotrou, etc. ?

1576
Daveenn : Cath p3-4

24. Ha hi lavaret : [«] Na zifer ket egzekutiñ kement tourmant az eus soñjet, rak me ne zeziran ken tra nemet ofrañ da Zoue ma c'hig ha ma gwad evel maz eo bezet en em ofret evidon, rak eñ eo ma Doue, ma fastor ha ma fried[. »]

1576
Daveenn : Cath p19-20

[«]O pegen maleürus eo an re a ra enor d'an seurt doueoù-se, pere evit o gelver en nesesite ne c'hellont sikour den, nag e viret ouzh pirilh nag e sikour en e dribulasion[».]

1576
Daveenn : Cath p9

[M.] Petra ez eo Urzh ? D. Bezañ ez eo ur sakramant lakaet en Iliz, pe dre hini e resev ar veleien ar galloud da goñsakriñ korf hon Salver binniget Jezus, da absolv ar re pere zo roet dezho e garg, ha da ober an traoù all pere a goñsern polis an Iliz, pe en dra eo ret sentiñ outo, pa vent c'hoazh tud a zrouk vuhez.

1677
Daveenn : Do. p49

Me a laka klaoustle ez eo.

1732
Daveenn : GReg pg gager (Je gage que oüi.)

Me laka ez eo.

1732
Daveenn : GReg pg gager (Je gage que oüi.)

Me gouch ez eo.

1732
Daveenn : GReg pg gager (Je gage que oüi.)

Me a laka dek skoed e klaoustle, ned eo ket ?

1732
Daveenn : GReg pg gager (Je gage dix écus que non.)

Me laka dek skoed, ned eo ?

1732
Daveenn : GReg pg gager (Je gage dix écus que non.)

Me gouch dek skoed, ned eo ?

1732
Daveenn : GReg pg gager (Je gage dix écus que non.)

Ijinus eo.

1732
Daveenn : GReg pg genie (Il a du genie.)

Ijinus eo.

1732
Daveenn : GReg pg genie (Il a du genie.)

pe a dud eo eñ ?

1732
Daveenn : GReg pg (de quelle) famille (est-il ?)

Mall eo din, ne hallan ket gortoz.

1732
Daveenn : GReg pg hâte (J'ai hâte, je ne puis pas attendre.)

It e-biou, gregach eo.

1732
Daveenn : GReg pg grec (Passez, c'est du grec.)

Aveet en deus ar meuz-boued hont e-giz da besked ha padal ez eo kig eo.

1732
Daveenn : GReg pg guise (Il a preparé ce mets en guise de poisson, & c'est de la viande.)

Ur groser eo.

1732
Daveenn : GReg pg grossier (C'est un marchand grossier.)

Aveet en deus ar meuz-boued-hont e-giz pesked ha padal ez eo kig eo.

1732
Daveenn : GReg pg guise (Il a preparé ce mets en guise de poisson, & c'est de la viande.)

Ur marc'hadour groser eo.

1732
Daveenn : GReg pg grossier (C'est un marchand grossier.)

Aozet en deus ar meuz-boued-hont e-giz pesked ha padal ez eo kig eo.

1732
Daveenn : GReg pg guise (Il a preparé ce mets en guise de poisson, & c'est de la viande.)

Pet eur eo ?

1732
Daveenn : GReg pg heure (Qu'elle heure est-il ?)

Lan eo er fozelloù ag a zeur.

1732
Daveenn : GReg pg fosse (Les fosses sont pleines d’eau, Van.)

Ha gor a-walc'h eo ar forn ? A-walc'h.

1732
Daveenn : GReg pg four (Le four est-il assés chaud ? ouï.)

Ha goret a-walc'h eo ar forn ? A-walc'h.

1732
Daveenn : GReg pg four (Le four est-il assés chaud ? ouï.)

Ret ma eo ez veze evet dezhañ, rak terrupl e vesteode o parlant.

1732
Daveenn : GReg pg fourcher (Il falloit qu'il eût bû, car dans l'entretien la langue lui fourchoit beaucoup.)

Fresk eo ar mintinvezhoù.

1732
Daveenn : GReg pg frais (Les matinées sont fraîches.)

Freskik eo ar mintinvezhoù.

1732
Daveenn : GReg pg frais (Les matinées sont fraîches.)

Yen eo anezhi.

1732
Daveenn : GReg pg froid (Il fait froid.)

Yen eo anezhi.

1732
Daveenn : GReg pg froid (Il fait froid.)

Kizet eo an hesked.

1732
Daveenn : GReg pg froncle (Le froncle a rentré, au lieu de suppurer.)

eo

1850
Daveenn : GON.II p.30, livre premier, "il, elle est".

Ar gwin eo en deus e valbet.

1850
Daveenn : GON.II pg balbein (C'est le vin qui l'a altéré).

Gwall domm eo.

1850
Daveenn : GON.II p.88, livre second, « Il fait très chaud ».

Poazh a-walc'h eo ar c'hig.

1850
Daveenn : GON.II p.88, livre second, « La viande est assez cuite ».

Ha bras eo ho merc’h ?

1850
Daveenn : GON.II p.86, livre second, « Votre fille est-elle grande ? »

Ha diskaret eo ar gwez ?

1850
Daveenn : GON.II p.86, livre second, « Les arbres sont-ils abattus ? »

Ha klañv eo ho preur ?

1850
Daveenn : GON.II p.85, livre second, " Votre frère est-il malade ? "

Ret eo plegañ ar wezenn e-pad ma eo yaouank.

1850
Daveenn : GON.II p.83, livre second, « Il faut plier l’arbre pendant qu’il est jeune ».

Ret eo d’ho kwreg dont ganeoc’h.

1850
Daveenn : GON.II p.83, livre second, « Il faut que votre femme vienne avec vous ».

Ar varc'hadourien eo a zo pinvidik.

1850
Daveenn : GON.II p.83, livre second, "Ce sont les marchands qui sont riches".

Diwezhat eo, distroomp d'ar gêr.

1850
Daveenn : GON.II p.84, livre second, « Il est tard, retournons à la maison ».

Da biv eo ar park-se ? Da'm zad eo.

1850
Daveenn : GON.II p.84, livre second, « A qui est ce champ-là ? C’est à mon père ».

Ho pugale eo a ra an trouz-se.

1850
Daveenn : GON.II p.84, livre second, « Ce sont vos enfants qui font ce bruit-là ».

Ho c’hoar eo a gano da gentañ.

1850
Daveenn : GON.II p.84, livre second, « Ce sera votre sœur qui chantera la première ».

Yen eo, ret eo ober tan.

1850
Daveenn : GON.II p.84, livre second, « Il fait froid, il faut faire du feu ».

Me eo.

1850
Daveenn : GON.II p.69, "C'est moi".

An den hoc’h eus gwelet amañ eo.

1850
Daveenn : GON.II p.69

Ar pezh a zo kaer, eo ar mor.

1850
Daveenn : GON.II p.69, "Ce qui est beau, c'est la mer".

Ar pezh a gar, eo ar gwin.

1850
Daveenn : GON.II p.69, "Ce qu"il aime, c'est le vin".

Hounnezh eo a vezo va gwreg.

1850
Daveenn : GON.II p.70

Piv a zo aze ? Me eo.

1850
Daveenn : GON.II p.70

Va c’henderv eo.

1850
Daveenn : GON.II p.70

Ar vrasañ anezho-holl eo.

1850
Daveenn : GON.II p.70

Ar pezh a skuizh an holl, eo an amzer fall.

1850
Daveenn : GON.II p.71

Piv eo hennezh ?

1850
Daveenn : GON.II p.71

Piv eo ar vaouez-hont ?

1850
Daveenn : GON.II p.71

Piv eo an dud-hont ?

1850
Daveenn : GON.II p.71

Pehini eo ar wellañ ?

1850
Daveenn : GON.II p.72

Da biv eo an dra-mañ ?

1850
Daveenn : GON.II p.72

Pehini eo ar vihanañ eus ho preudeur ?

1850
Daveenn : GON.II p.72

Pebezh pesked eo ar re wellañ ?

1850
Daveenn : GON.II p.72

Pehini ac'hanomp hon-tri eo ar vrasañ ?

1850
Daveenn : GON.II p.72

N'eo ket hounnezh am eus goulennet, eben eo.

1850
Daveenn : GON.II p.77

Bez' e savan kerkent ha ma eo deiz.

1850
Daveenn : GON.II p.80

Kerkent ha ma en em gavjont e kêr, an holl a gomzas anezho ; hag ar merc’hed a lavare : Hounnezh eo Noemi.

1850
Daveenn : GON.II.HV p.100, Buez Rut.

Hag eñ a lavaras dezhi : Piv out-te ? Hag hi a lavaras : Me eo Ruth da vatezh ; astenn da ballenn war da vatezh, o vezañ ma'z out kar-nes dezhi.

1850
Daveenn : GON.II.HV p.104, Buez Ruth.

— Hag an dra-se eo a laka ken du ho penn ?

1850
Daveenn : GON.II p.92

— « Aiou ! eme an den, petra welan ? Ur spes ! / Euzhusat tra ef-eñ ! E skeud, e skeud hepken / A ra din-me skrijañ ha krenañ gant anken. »

1867
Daveenn : MGK p66

Perak an den n'ef-eñ ket leal ? / Goude rebech, goude tamall, / Perak ne veul gant gwirionez / Ar pezh a zo mat er vaouez ?

1867
Daveenn : MGK p133

Pehini eus an div istor-se eo an hini wir ? N'ouzon ket : Kastelliz a gont anezho o-div.

1877
Daveenn : EKG.I. p.15

Hogen, penn kentañ Iliz Jezuz-Krist war an douar eo hon Tad Santel ar Pab ; mes n’oant ket evit tizhout hennezh, da vihanañ bremañ : diwezhatoc’h her graint hag hen digasint d’ar prizon e Frañs.

1877
Daveenn : EKG.I. p.7

— Nec’het on, ha nec’het n’on ket. — N’on ket nec’het war ar pezh am eus c’hoant da ober hag a rin eo zoken ; mes nec’het on o klask gouzout penaos dont a-benn eus va zaol.

1877
Daveenn : EKG.I. p.213

Ar pezh a zo gwir avat, eo tri dervezh goude, ar soudarded a yeas ivez en o hent, na den goude-se ne deuas da ober nec’h da baotred Plougerne.

1877
Daveenn : EKG.I. p.239

Kentañ parrez a gaver war an hent eo Plougouloum.

1877
Daveenn : EKG.I. p.242

— Ai !... ai !... ai !... Me eo Loull ar Bouc’h. — Loull ar Bouc’h, person "intru" Plouared ? — Ya, ya, me eo. Tennit ho ki diwarnon.

1877
Daveenn : EKG.I. p.140

— Piv eo hennezh, va mab ? — An Aotrou Salaun de Kerdangi (1).

1877
Daveenn : EKG.I. p.22

— Na perak ne rit-hu ket a lizher pa’z eo gwir hoc’h eus c’hoant ho-taou da ober ? — Eno, just, eo emañ ar c’hoari. Penaos ober lizher, pa’z eo gwir ne ouzomp na skrivañ na lenn hini ac’hanomp hon-daou ? — Neuze eo ret klask ur skrivagner.

1877
Daveenn : EKG.I. p.92

Hennezh eo ho mestr hag ho tad, / Hennezh ho kelenno ervat ; / Neuze e leverfet gant joa / Jakob intru [2] n’oc’h din netra.

1877
Daveenn : EKG.I. p.106

— N’ho pezet ket a aon, Yann Pennorz, n'eo ket Per Kemener eo a greno e zorn.

1877
Daveenn : EKG.I. p.75

— Ya, mes heñvellañ a zo oc'h [ouzh] un den onest eo ul laer.

1877
Daveenn : EKG.I. p.74

Mat, va soñj eo distreiñ d’am c’houent ; re hir on chomet da zibriñ eus ho para.

1877
Daveenn : EKG.I. p.50

Nann, nann, eme an holl a-bezh, ar re-se n'eo ket tud int kentoc’h e vent diaouloù dislonket gant an ifern.

1877
Daveenn : EKG.I. p.198

Mestr ar soudarded, hag a yoa ur c’habiten, a savas d’ar solier, el lec’h m’oa chomet Paol hag Anna Roue, hag a c’houlennas gant un aer griz : — E pelec’h emañ Paol Inizan, perc’henn Lanzeon ? — Me va-unan eo, eme Baol. — A ! c’hwi eo ? Soudarded, diwallit mat an dorioù ; kavet eo va louarn ganen ; emañ-eñ amañ.

1878
Daveenn : EKG.II p.60-61

Koulskoude n’eo ket Yann Pennorz eo an hini a bed alies evit ar sitoianed ; mes en dro-mañ, evel a lavaran deoc’h, o doa graet vad din, hag ur wech n’eo ket atav eo.

1878
Daveenn : EKG.II p.31

Ha me gervel : — Herve Soutre, emeve, Herve Soutre ! Netra ! — Herve Soutre, Katell Eukat, digorit din ’ta ! N’ho pezet ket a aon, me eo Yann Pennorz, me zo kar deoc’h, me eo paeron an Did ! Netra !

1878
Daveenn : EKG.II p.39

— Petra eo an trouz-se a glevan ? An avel eo ?

1878
Daveenn : EKG.II p.45

N’ho pet ket aon, emeve, n’ho pet ket aon ! Me, n’eo ket un dispac’her on.

1878
Daveenn : EKG.II p.49

En un taol e klevjont Laouig Apere o tont en ti d’an daoulamm, en ur grial : — Paol Inizan ! Paol Inizan ! — Petra eo, Laouig ? — Diwallit. [...]

1878
Daveenn : EKG.II p.59

C’hwi eo ar goshañ, eveshait ho preur.

1878
Daveenn : EKG.II p.170

— Penaos e vefen-me kaoz, eme Laou ? Me a yoa er penn all o tiskargañ deoc’h da evañ ! — Ma n’eo ket te eo, ec’h eus da vihanañ kuzhet tud aze da ober an taol.

1878
Daveenn : EKG.II p.143-144

Va zad en deus digaset ac’hanon amañ da ziwall va saout, ha neket da sellet ouc’h an dud eo.

1878
Daveenn : EKG.II p.158

Ar gwellañ eo ivez ’ta chom sioul, ken na vezo klevet ur c’heloù all bennak sklaeroc’h.

1878
Daveenn : EKG.II p.15

Den na c’helle lavaret : Hemañ eo gwad ar c’houeriad, hemañ eo gwad ar soudard...

1878
Daveenn : EKG.II p.2

Mar am eus anveet ur bugel da gaout ur garante an denerañ evit e vamm, eo te, hag a-dra-sur !

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Tan-gwall - Ar pemzek deus ar miz-mañ, an tan a zo bet krog en ti an itron Pichon. ‘Barzh ar c’hrignol eo e krogas, da gentañ, o teviñ bernio[ù] greun a oa bet lakaet eno. Ac’hane e savas dre an doenn hag e tiskaras ane[zh]i. Gallet e [v]oe harz ane[zh]añ da grigiñ ‘barzh an tier all. Be[z]añ zo bet, koulskoude, meur a goll.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

Hennezh eo galloud ar gerioù hag an eñvorioù war galon mab-den !

1923
Daveenn : SKET p.41

Talvezet em eus o marv d’al lazherien ha se eo a voe pennabeg din da vont en harlu.

1923
Daveenn : SKET p.22

Hemañ, ar bagad-mañ, eo a yeas da ziazezañ ar pellañ er c’huzh-heol.

1923
Daveenn : SKET p.137

Ambia ha Kinge eo anvioù an div vaouez a vagad an Tarv a voe skrapet gant Erkuniz.

1923
Daveenn : SKET p.133

Marc’harid, c’hwi a dle gouzout petra da ober diouzh ar paotrig ; hervez m’em eus bet klevet, mab ho mab ez eo.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.809 (Miz Genver 1924)

E-touez an diskiblezed anezhañ, ar re vrudetañ, moarvat, eo nav merc’h Belenos.

1924
Daveenn : SKET.II p.33

Me eo Tekos, mab Kintus, a ouenn Vanos, mab Belios.

1924
Daveenn : SKET.II p.42

Souezhusañ stêr eus holl stêrioù an tri bed eo an Dumnisa.

1924
Daveenn : SKET.II p.47

Honnezh, avat, eo dreistelezh an doueed : ne goshaont nepred, nag a gorf, nag a galon, nag a spered.

1924
Daveenn : SKET.II p.14

Unan eus marzhioù enez Abalos eo an dra-se !

1924
Daveenn : SKET.II p.17

Gwellañ kelennerien eo an doueed, desket ma ’z eo bet ganto donañ skiant a zo eus tud ha buhez.

1924
Daveenn : SKET.II p.29

Tapout a rae troad kleiz ar baotrez hag e harlinke dezhi seul he zroad : — Hemañ eo ar pradig e-lec’h m’en devoa peuret ar c’hadig ! [sic, "el lec'h"]

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 38, p.842 (Miz C'hwevrer 1924)

— Ac’hanta ’ta, paotr, eme an aotrou person, ha divergont te eo al laer ? — N’eo ket me, aotrou person. — Piv ’ta ? — N’eo ket me.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 39, p.867 (Miz Meurzh 1924)

Ar brigadier a rae leoù-douedoù spontus, euzhus, p’eo gwir penaos he wreg war bep hini anezhe a rae sin ar groaz.

1925
Daveenn : BILZ2 p.159

« — Ti ho tad ?… Piv oc’h ? « — Me, aotrou, me eo an eil vab Tremedern.

1925
Daveenn : BILZ2 p.117

— Te eo ar paotr ac’h eus digoret ar gouli, sunet ar gwad ha liammet ar brec’h-se ?

1925
Daveenn : BILZ2 p.120

Ennañ eo em eus desket kanañ, ennañ eo e sunis laezh ar feiz kristen en ur zeskiñ ar brezhoneg, santelañ yezh a zo en hollved.

1929
Daveenn : SVBV p.18

Pehini eus an tri zi-se eo a garan ar muiañ anezho ? An trede, va zi bihan Kerarmerien, hep ket a var !

1929
Daveenn : SVBV p.18

Va huñvre, huñvreadenn ledan va bugaleaj, eo he doa roet an taol balaenn marzhus-se em c'halon hedro.

1929
Daveenn : SVBV p.18

Ma mamm a oa Bretonez penn-kil-ha-troad, mes lennadennoù breizhek eo o doa manket dezhi.

1944
Daveenn : EURW.1 p41

— « Herri ? » eme Lom,… « Marteze a-walc’h ! » — « N’eo ket marteze ; Herri an hini eo. »

1944
Daveenn : ATST p.14

— « C'hwi eo Frañsez Jafrenoù ? » emezañ din e brezhoneg.

1944
Daveenn : EURW.1 p54

Ur vaouez zoken he doa klevet da hanternoz, eeun-hag-eeun, ur vouezh o hopal : — « Me eo Satanaz ! Satanaz an diaoul mut ! »

1944
Daveenn : ATST p.80

Gouzout a reomp, ni eo ar gerent tostañ ; evelato e oa dleet da hennezh kozh soñjal en e vignon, daoust dezhañ bezañ marv, ha mont ar c’hentañ da gas ar c’heloù d’an intañvez ha da reiñ kalon dezhi en he flanedenn griz.

1944
Daveenn : ATST p.38

— « Job. » — « Petra ’zo, Lom ? » — « Job, hon eontr a zo marv. » — « Gouzout a ran. Trist, trist eo. » — « C’hwi ’gav ? » — « O ! ne gavan ket, mes bravoc’h eo lavarout evel-se. » — « Ya ! dirak an dud, Job… Dirazon-me, avat… »

1944
Daveenn : ATST p.17-18

— « Me eo ar Superior, Itron, emezañ d'am mamm, Chaloni Cotentin.

1944
Daveenn : EURW.1 p31

N’en doa toullet hemañ da zen, anat eo, diwar-benn e huñvre nec’hus.

1949
Daveenn : SIZH p.40

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial