Dezverkoù all

Stankter implij : 

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

Aet int ho-zri war ar maez.

1850
Daveenn : GON.II p.64

En em gavout a rejont d'ar pardaez-noz, o-zri, e-kichen ur stêr vras a rankent da dreuziñ.

1867
Daveenn : MGK p3

Ar manac’h a [sic] en em glevas gant daou zen paour, a anaveze a-raok an dispac’h, hag a yoa o chom war ribl ar c’hoad, evit labourat o-zri a-unan douar a-walc’h evit o bevañ, i hag o zud.

1877
Daveenn : EKG.I. p.54

Daoulinet e oa, hi, Janed ha Manuel, o-zeir o lavaret o chapeled evit Paol Inizan.

1878
Daveenn : EKG.II p.79

En ur fraoñval e tec’has an dared lugernus ; treuzdidreuziñ a reas askre Derkeia, hag o tizhout en a-dreñv dezhi he div c’hoar, o skoas o-zeir war astenn er geot.

1923
Daveenn : SKET p.113

Gwellañ buoc’henned laezh a gement a oa e buorzh Vissurix ha Velia ez oant-i, ha souezh n’eo ket o vezañ anat e raent o-zeir holl dorad "Glazenn ar Gov".

1924
Daveenn : SKET.II p.15

Tri beleg lirzhin ha hegarat e oant o-zri.

1944
Daveenn : EURW.1 p76

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial