Neuze Sanktez Katell pehini a yoa en oad a seitek vloaz pan oa en he falez, karget a bep pinvidigezh hag a servijerien[,] merc'h unik d'he zad ha d'he mamm : pan glevas an brud hag an c'hri a edoa gant bep seurt anevaled pere a brezanted evit o sakrifiañ, hag an joa a rae an re a gane inkontinant ez kasas ur mesajer evit enklask, petra oa an dra-se.
M. Petra eo urzh ? D. Ur Sakramant lekaet en Iliz, pe dre hini e resev ar veleien puisañs ha galloud da gonsakriñ korf hor Salver binniget, absolv ar re pere zo roet dezhe en karg, hag ober an traoù all pere a goñsern evit polis an Iliz, pe en tra ez eo ret obeisañ dezhe, pan vent c'hoazh tud a zrouk vuhez.
Sin ar C'hristen eo sin ar Groaz hag a zle da ober pa sev [sav] ha pan a da gousket, pan a er-maez a'n ti, pan antre en Iliz, pand eo kestion a zibriñ, nag a evañ, pan komañser pidiñ Doue hag en komañsamant hon holl euvroù, pan en em gaver en un nesesite bennak, dañjer pe temptasion : o kas an dorn dehoù d'an tal, en ur lavaret : In nomine Patris; goude d'ar c'hof, en ur lavaret : Et filii; ha goude d'ar skoaz kleiz, hag er fin en hini dehoù, en ur lavaret : Et Spiritu Sancti, Amen.
M. Peur e tleer e ober-eñ [sin ar groaz] ? D. Diouzh ar mintin pan saver, diouzh an noz pan aer da gousket, pan antreer en Iliz, goude kemeret dour benniget, pan komañser pediñ Doue, pan kemerer ar refeksion, e komañsamant hon euvroù, ha pan en em gaver en un dañjer bennak, aotramant seziet gant un aon pe ur spont.
M. Livirit Gourc'hemennoù an Iliz. / D. 1. Klevet d'an Sulioù ha'n Gouelioù din / Oferenn sklaer hag anterin. / An gouelioù dit gourc'hemennet, / Sell n'o zerri ha mir-i naet. 3. Un wezh an bloaz, ma na rez ken, / Kofes da faotoù en laouen. / 4. Da Bask, kemer Salver an bed hep remors a vec'h na pec'hed. 5. An daouzek dizioù, vijiloù an sent, sell n'o zerri ha mir-i kent, / Ha'n C'horaiz, ma n'en gwrez kent, / Pan vizi un bloaz warn-ugent. 6. Da Wener gant si ne zibri / Kig, na da Sadorn ne ri mui.
pa
pa
pa
pa c'halvez
pa
pa vagez
pa doullez
pa glevez
pa zebrez
"Lennerien, emezañ, e kentskrid e vojennoù, va brezhoneg-me, ned eo ket brezhoneg naetaet a bep kemmeskadurezh eo; komz a ran evel ma ra an dud hep deskadurezh. C'hoant am bize bet da lakaat e-barzh va labour gerioù gwir vrezhoneg hepken, ha da deurel er-maez ar re c'hallek, pa oan evit kaout ur ger brezhoneg bennak gouest da zisplegañ mat ar pezh am boa em spered. Hogen ar vent hag ar rim a oa ret din sentiñ outo; ken a ris dre heg ar pezh na'm bize ket graet dre gaer. Kement-se a gavis kalet evelkent; setu penaos ez a hor brezhoneg ker da goll !"
« Hogen, ouzh va c'hlevet, pa na rit van ebet, / Pa welot en o farkeier, / An dieien vak, dibreder, / Oc'h ober, e pep lec'h, brezel d'al laboused / Gant stignoù, krouglasoù zo, e kuzh, antellet / Evit pakañ evnigoù, / Na nijit mui a biklammoù, / Chomit en ho neizhioù, pe it d'al lec'hioù pell. »
Koulm baour, gwelet e voe gant ur gup krabanek o sachañ war e lerc'h, evel ul laer tec'het, ur pennad reun torret. Ar gup a ya dezhi, digor ha lemm e veg, pa gouezh warnañ, d'e dro, evel ur maen pounner, eus a-greiz an neñvoù, ur pezh labous, un er. E-pad m'edo an daou-mañ oc'h en em gribinat, ar goulm a ya kuit e-biou.
Ouzh ar mojennoù-mañ en doa dudi; sellet a rae alies ouzh ar re anezho en doa troet e galleg, pa oa er skol; e levrig zoken a gase gantañ d'e bark, ha pa oa dilabour, en tenne dioc'h e c'hodell, hag ez ae a-gostez d'e lenn dindan ur wezenn bennak : ken a lakeas en e benn treiñ lod anezhañ e brezhoneg.
Ya, na pegen bourrus e oant da welout, al listri uhelvourzhek-se gant o gwernioù uhel ha garidaouek, liesskourrek ha liessugellek, o sentiñ evel pa vefent bev (e gwirionez, buhez a yoa enno) ouzh geriou gourc'hemenniñ un den hepken, penn meur ar skouadrenn, hag o riklañ war an dour glas ker flour ha meuriadoù elerc'h war ul lenn ec'hon, distrafuilh ha dielestr.
pa vez…
gra pa ri tra !
pa'z eo evel-se emañ ar stal
p'emañ evel-se ar stal
p'emañ kont evel-se
Diaesoc'h e teu ar skoulm da droc'hañ p'en em gaver dirak anvioù kemeret er bed a-bezh.
[H]ag an hini kreñv er c'hafe, hini kreñv adarre, « da riñsañ ar werenn », ha goude holl, pa oa 'n em dennet ar merc'hed da bourmen d'al liorzh, pe aet d'ar gousperoù, boutailhadoù sistr stouvet war an daol, ur jeu c'hartoù pe zaou, ha lonkañ betek koan, hep sevel nemet evit mont da adreiñ d'an douar ar pezh a vad a oa bet digantañ.
Lezomp, avat, a gostez [a-gostez] loened hag anevaled, pa n’eus hini ebet anezho em istor, ha gwelomp pelec’h omp degouezhet pelloc’h.
Lukaz, avat, en doa un dra bennak nevez da lavarout dezho, daoust ma oant mezv, rak ur c’heloù eus ar seurt a zo ur pouez re bounner, ha ret eo disammañ an teod dirak an den kentañ a vo kavet war an hent, na pa vefe roue pe pilhaouer.
— « O ! o ! Job. » — « N’eus o ! o ! ebet da lavarout. Chann Vitouz an hini eo. » — « Me ’lavar eo Na An Du. » — « Chann Vitouz eo, a lavaran deoc’h. » — « Pa lavaran deoc’h eo Na An Du. » — « Me bari eo Chann. » — « Me bari eo Na. » — « Chann eo. » — « Na eo. » — « Chann ! » — « Na ! » — « Me bari va lodenn eus heritaj hon eontr. » — « Ha me, va lodenn eus heritaj va moereb. »
Pa laboure Job er park e veze gwelet, kerkent, Lom e toull ar gloued.
Ker skañv e oa e vale hag hini ur c’hazh pa vez da vat o logota.
An diaoul kentañ. — « Ha pa golle un dra bennak dre doulloù ar godelloù, e veze sarmon er gêr, betek hanternoz, e-pad teir sizhun. »
— « Pa lavaran deoc’h ne welan berad ebet. Mes klevout a ran trouz adarre. »
« E c’hellit krediñ start ha hardi ! Ha pa soñjan en doa c’hoant ar paour kaezh Herri reiñ din da grediñ e oa houarn kozh en e armel ! Soñjit : houarn kozh ! » — « Ha ! ha ! ha ! »
Perak ne vijent ket deuet, peogwir e oa deuet ar re all, ha, dreist-holl, perak e vijent chomet da labourat er waremm, pa oa o gwellañ micher feneantiñ ?
— « N’eus nemet pemp, pemp ! » — « Ha goude ? Ha pa ne vefe nemet ul lur pe ur c’hartouron ? O ! o ! emichañs, me eo ar vestrez en ti ; n’on ket ? » — « Gouzout a ran. Mat ! kemer a ran ar bara-mañ ; c’hwi a lakaio anezhañ war ar c’hoch. »
Ha, ma ne gredit ket ac’hanon, ingal eo din, rak va forn a zo leun, ha pa vefe goullo e vefe leun-tenn, memes tra, evidoc’h, Chann, hag evidoc’h, Katell !…
— « Lom, heñchit reizh ar vag ’ta ! » — « Heñchañ mat a ran anezhi, Job. » — « Ne rit ket. Mont a ra he fri da skeiñ ouzh ar ribl ! » — « Ne da ket, Job. » — « Mont a ra, pa lavaran deoc’h. » — « Pa lavaran-me, ne da ket… Oc’ho ! oc’ho !… »
[A]rabat eo, e-mesk an noblisite , kaout an aer da anavezout unan eus ar servijerezed, ha pa vefe telennourez.
Hogen pa’z eo gwir n’emañ ket war hon tro korf an touell, aesoc’h eo herzel, disteroc’h riskl an argoll… Daoust ma’z eus da ziwall er gouent zoken, rak an Diaoul a zo soutil, lies-stumm, diniver e widreoù !...
« Dianket o klask ar peurvad, ne gaven neblec'h, edon o vont skuizh, pa 'n em gavis ganit, â te, kaer e-touez ar re gaer, dibabet gant va c'halon, rouanez va huñvreoù, « o divina! ».
Penaos e rin-me, emezi, pa n'ho kwelin ken ?
Bez' ez eus, war a lavarer, dre ar bed bras, levrioù hag oberoù, a-vil-vern, hag ar [sic] zispleg ar gudenn fraez[h] hag anat, pa ne venegont nemet ar garantez... karantez ar c'hig... karantez an den ouzh ar vaouez, a lavare ur wech bennak ar breur Arturo.
- Gouzout a rez pep tra ervat, hervez al levrioù, douetus ; ha netra hervez ar vuhez. Desket out... ha dizifenn, pa n'ouzez ket ar pep retañ.
- Ha gouzout a rez, te, petra eo an dra-se, Karout ? Mousc'hoarzhin a reas al lean, didroidell. - Moarvat ! P'eo ar Garantez lezenn bennañ an Aotrou Krist, hor Salver.
- ...Ma vimp barrek da brezeg he lezenn pa vo ac'hanomp beleien ha menec'h. Kaerat kefridi embann ar garantez d'ho nesañ !...
Ha neuze, pa oan bet e Burgos, o lakaat tennañ va foltred, e ti Harina, em boa gwelet, ouzh ar speurennoù, ur bern poltredoù merc'hed war o divskoaz noazh.
Santout a reas ur pik en e galon. Toc'hal a reas ez dereat, a greiz ar vali. Pa ne fiñve ket eben, e tostaas outi war e bouez.
- Pa 'z eus meneg avaloù, breur Arzhur, e lavarin deoc'h n'am [sic, ne'm] eus ket debret Aval Skiant ar Mad hag an Droug, ha n'ouzon ket pe soñj a zo aet dre ho penn, o reiñ dimp hoc'h abadennig termaji.
Dibunañ a reot ho tiv dizenez chapeled, war ho taoulin, gant ho tivrec'h e kroaz, ha, pa ho po echu, e pokot teir gwech d'an daroù gant ho muzelloù...
Hag en em gavout a rit dreist d'an Den Fur e-unan, pa rankit, da izelaat ho kalon, mont keit-all, en amzer dremenet, da glask abeg d'hec'h izelaat ?
An tan-se, a zeve e izili, gwashoc'h eget pebr ruz, ha c'hwez an ifern gantañ el lazhañ a ray, ha pa ranko en em zismegañsiñ, betek mervel gant ar vezh, ha bezañ barnet diwar c'haou ha didruez gant e genvreudeur hag an Tadoù-Renerien.
Diframmañ a ray diouzh e galon an higenn zraenek, ha pa yafe an tamm ganti.
P'eo bet c'hwezhet ganti em gwazhied tan ar c'hoant gouzout, hi a vezo anezhi ivez ar feunteun, a lazho an tan-se...
Bremaik, pa zeuy ar c'habiten / Eus ar c'hure da glask penn, / Galoñso[ù] aour e livitenn / A ray d'ar person koll e benn.
An tarzhioù-ruilh a c'heller gwelout war Lev-Draezh Sant-Vig ne dint nemet c'hoarielloù p'o c'heñverier gant ar re a vez gwelet e pleg-mor Ginea.
Pe, mard eo se a fell deoc'h dibab, e tigoro dirazoc'h un egor nevez a ouezoniezh
Ha pa oa bet staget da adsevel ar chantele adal ar bloavezhioù 1240 ne oa ket tost e vefe bet distrujet an holl savadur kozh !
Da ziwezhañ ez eus fellet din komz diwar-benn an dra-se pa'z eo gwir ez eo alies ar goulenn kentañ a vez savet ouzhin, evel pa vije dastumet holl an oberenn veur-se en un draig aet "a-dreuz" e-kerzh ar savidigezh.
"Penaos ec'h eus mignonet gant Likomitrou?" a c'houlennan outi p'emaomp en hon-unan.
Ar pep pouezusañ eo bezañ trec'h mod pe vod, ha pa ne vefe nemet gant un trec'h dister.
Peuzsklaset e oa c'hoazh e gof-bihan pan savas ar ouel - rak goloet e oa e benn - ha pan lavaras - e gomzoù diwezhañ e voent - Kriton, ur c'hilhog a zleomp da Asklepios; paeit-eñ, na ankouait ket.
P'emaomp ganti ez eo an harz-debriñ pe, taeroc'h c'hoazh, an harz-evañ, an doareoù feulsañ a c'hall ur stourmer difeuls ober outañ e-unan.
A-walc'h hon eus desket evit derc'hel penn ouzh hon enebourien pa vo klasket gante diskar hon arguzennoù.
Evel-se e vo roet an taol dic'harzhañ kentañ, hag a-wechoù n'eus ket tu d'ober gwelloc'h pa vez berzet mont d'al lec'h a fell dimp tizhout.
Vaislikí a zlee din c'hwec'h miz feurm. Lavarit din gant piv e tastumin anezhe, pa oa dishêr.
Gellout a reer lavarout n'eus bet troc'h ebet a-hed ar c'hantvedoù e treuzkas an Ilias, ha pa vefe, zoken, goude diskar Impalaeriezh Roma.