— Ya, aotrou person. — Evelato savit anezhañ en doujañs [a]n Aotrou Doue. — Ya, ya, aotrou person. — Ha gras dezhañ na heulio ket roudoù e berc’henn ! Grit dioutañ, dre ho kelennadurezh, ar pezh n’eo bet nag e dad nag e vamm. — Kalet ar blanedenn, aotrou person ! — Petra a fell deoc’h !… Pep hini ac’hanomp a steu e hini, dindan dorn ha skoazell an Aotrou Doue.
Neuze ar baraer, peogwir e oa roue en e di-forn, a lavaras : — « Ma chom prennet ho kenoù bremañ, genoù ar forn a chomo serret ivez, la ! Grit evel ma karit ! »
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
griz