Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

(war-lerc'h ar merkoù gour unan "am/em" pe lies "hor/hon") Furm eus ar verb endevout e kentañ gour en doare-divizout tremenet. I (er c'hentañ gour unan) 1. (war-lerc'h "am") [1732] Ma em beze gwelet e fas, me am beze e anavezet prest. [1732] Me am beze bet. [1732] Me am beze karet. [1867] C'hoant am bize bet da lakaat e-barzh va labour gerioù gwir vrezhoneg hepken, ha da deurel er-maez ar re c'hallek, pa oan evit kaout ur ger brezhoneg bennak gouest da zisplegañ mat ar pezh am boa em spered. [1960] Piv 'ta am bije bratellet ? [1960] Un dra disakr na'm bije kredet biken ! [2015] Ne'm eus respont ebet da hini eus an daou c'houlenn met abred eo c'hoazh evit ma'm bije. 2. (war-lerc'h "em") [1732] Ma em beze gwelet e fas, me am beze e anavezet prest. [1929] Lavar se din 'ta, kenvroad ? - Penaos 'ta, ken nemet o klevout re all o tezrevelliñ din doareoù emvevañ tud ar C'hreisteiz ! A-hend-all, penaos em bije kavet an traou-se da lavarout dit ? [1985] A vije bet brav ma ne'm bije ket bet va servij soudard da ober er Frañs. [1985] Kavout a rae din em bije bet da dremen va amzer o c'hwiziñ, ha padal, pa zeu ar mare da vont da azezañ en ti-debriñ, ar "popote" evel ma vezer boas da lavarout du-se, e kavan gras kas ganin va chupenn da wiskañ gant aon da chom da grenañ gant ar riv. II (en c'hentañ gour lies, war-lerc'h "hon, hor") [1732] R'hon beze bet. [1923] Ha n’hon eus ket hor re-ni en-dro deomp, dezho da ziredek d’hor c’hentañ galv, m’hor bije ezhomm anezho ? [1943] Bez' hor bije evel-se ur fiord hag un aber. [2015] En em soñjal a ra ha lavarout : Met perak hor bije ezhomm anezhe ?

Skouerioù istorel : 
21
Kuzhat roll ar skouerioù

me am beze karet

1732
Daveenn : GReg Rakskrid (j'aurois aimé)

r'hon beze bet ; r'ho peze bet ; r'o deveze bet

1732
Daveenn : GReg pg avoir (que nous eussions eu ; que vous eussiez eu)

ma em beze gwelet e fas, me am beze e anavezet prest

1732
Daveenn : GReg pg (si je l'avois) envisagé (je l'aurois bien reconnu)

me am beze bet; te ez peze bet ; te az peze bet ; eñ en defe bet ; eñ en devez bet

1732
Daveenn : GReg pg avoir (j'aurois eu ; tu aurois eu)

"C'hoant am bize bet da lakaat e-barzh va labour gerioù gwir vrezhoneg hepken, ha da deurel er-maez ar re c'hallek, pa oan evit kaout ur ger brezhoneg bennak gouest da zisplegañ mat ar pezh am boa em spered."

1867
Daveenn : MGK Rakskrid VIII

M’am bij[e]-me gouezet e oa amañ, ken tost da Gonk, ul lenn ken don, me am bije digaset ganen an Aotrou Maze-Launay kozh, an hini hon eus ranket troc’hañ ur skouarn dezhañ evit kaout digantañ ur skudellat pezhioù daou skoed hepken.

1877
Daveenn : EKG.I. p.202-203

Kadra, avat, a enebas : « Petra hon eus, emezi, da zoujañ a-berzh an tri roue ? Ha petra ’vern ma ’z eo nozig anezhi ? Ha n’hon eus ket hor re-ni en-dro deomp, dezho da ziredek d’hor c’hentañ galv, m’hor bije ezhomm anezho ? Hag, a-hend-all, nac’h ouzh en tri estren o digemerout ha selaou ouzh o c’hefridi, ha na ve ket diskouez dezho e tiskredomp warno hag o feukañ dibenn-kaer ? »

1923
Daveenn : SKET p.102-103

En diwezh, e c'houlennas : - Penaos 'ta, Yann, out deuet a-benn da c'houzout ar pezh ec'h eus lavaret din bremaik, peogwir n'out ket bet morse, kennebeut ha me, e bro ar Vokoed. Lavar se din 'ta, kenvroad ? - Penaos 'ta, ken nemet o klevout re all o tezrevelliñ din doareoù emvevañ tud ar C'hreisteiz ! A-hend-all, penaos em bije kavet an traou-se da lavarout dit ?

1929
Daveenn : SVBV p10

Bez' hor bije evel-se ur fiord hag un aber (beuzet a-grenn houmañ, naoz ha pantennoù) lerc'h-ouzh-ler[c'h].

1943
Daveenn : TNKN p49

Ne greden ket em bije bet afer gantañ biken, ha koulskoude, an traoù a zigouezh drol.

1944
Daveenn : EURW.1 p.202

Ha ! me ’m bije karet gwelout ac’hanoc’h em plas… [sic, "em flas"].

1944
Daveenn : ATST p.33

Mar hor bijemp [sic] kredet lavarout e jeu d'ezan...

1944
Daveenn : EURW.1 p38

Piv 'ta am bije bratellet ?

1960
Daveenn : PETO p75

Ma mignon Yann, ha taolet hoc'h eus evezh / Ouzh ar reolenn 'n em gavet un devezh / Hag a ziviz e ranko hiviziken / [Un dra disakr na'm bije kredet biken !] / Hor beleien bezañ distag, koulz lâret, / Diouzh Hon Tad Santel, ar Pab mat ha karet ? / Da eskibien, gant laiked dilennet, / Rak ar c'hiz 'vo diwar vremañ eilpennet, / E tleint holl sentidigezh ha doujañs / Dindan boan a wall-gastiz hag a zroulañs.

1960
Daveenn : PETO p12

A vije bet brav ma ne'm bije ket bet va servij soudard da ober er Frañs.

1985
Daveenn : DGBD p190

Ar pezh a oa heverk evidon eo e oa an dour-se kalz tommoc'h eget an dour-mor ; ne 'm boa netra warnon evit muzuliñ ar c'hemm, met karet em bije bet gouzout pegen bras kemm a oa ; ne 'm boa nemet kroc'hen va zreid evit merkañ ar c'hemm !

1985
Daveenn : DGBD p110

Kavout a rae din em bije bet da dremen va amzer o c'hwiziñ, ha padal, pa zeu ar mare da vont da azezañ en ti-debriñ, ar "popote" evel ma vezer boas da lavarout du-se, e kavan gras kas ganin va chupenn da wiskañ gant aon da chom da grenañ gant ar riv.

1985
Daveenn : DGBD p33

C'hoant am bije bet da ober anaoudegezh gant an enezenn veneziek-se.

1985
Daveenn : DGBD p13

A-greiz-holl, evel pa vije deuet ur soñj nevez war he spered, e lavaras gant holl virvilh he naturel kent: "A, Ezel, ne gomzan nemet eus mank hag eus kiriegezh evel pa'm bije c'hoant da vezañ heñvel ouzh Magdalena, prest da ober pinijenn.

2012
Daveenn : ADULT p. 160

Ne'm eus respont ebet da hini eus an daou c'houlenn met abred eo c'hoazh evit ma'm bije. Ne ran ken nemet divouedañ ma fenn.

2015
Daveenn : EHPEA p47

En em soñjal a ra ha lavarout: "Met perak hor bije ezhomm anezhe?"

2015
Daveenn : EHPEA p14

Notennoù studi

Tremenet oad eus ar stumm klasel "beze" d'ar stumm "bize" en XIXvet kantved, ha d'ar stumm "bije" en XXvet kantved.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial