Dezverkoù all

Stankter implij : 

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Furm eus ar verb endevout e kentañ gour unan en doare-divizout tremenet. [1732] Me am beze bet. [1732] Me am beze karet. [1732] Ma em beze gwelet e fas, me am beze e anavezet prest). [1867] C'hoant am bize bet da lakaat e-barzh va labour gerioù gwir vrezhoneg hepken, ha da deurel er-maez ar re c'hallek, pa oan evit kaout ur ger brezhoneg bennak gouest da zisplegañ mat ar pezh am boa em spered.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

me am beze bet; te ez peze bet ; te az peze bet ; eñ en defe bet ; eñ en devez bet

1732
Daveenn : GReg pg avoir (j'aurois eu ; tu aurois eu)

me am beze karet

1732
Daveenn : GReg Rakskrid (j'aurois aimé)

ma em beze gwelet e fas, me am beze e anavezet prest

1732
Daveenn : GReg pg (si je l'avois) envisagé (je l'aurois bien reconnu)

"C'hoant am bize bet da lakaat e-barzh va labour gerioù gwir vrezhoneg hepken, ha da deurel er-maez ar re c'hallek, pa oan evit kaout ur ger brezhoneg bennak gouest da zisplegañ mat ar pezh am boa em spered."

1867
Daveenn : MGK Rakskrid VIII

Piv 'ta am bije bratellet ?

1960
Daveenn : PETO p75

C'hoant am bije bet da ober anaoudegezh gant an enezenn veneziek-se.

1985
Daveenn : DGBD p13

Ne'm eus respont ebet da hini eus an daou c'houlenn met abred eo c'hoazh evit ma'm bije. Ne ran ken nemet divouedañ ma fenn.

2015
Daveenn : EHPEA p47

Notennoù studi

Tremenet eur eus ar stumm klasel "am beze" en XVIIIvet kantved, da "am bize" en XIXvet, evit en em gavout gant "am bije" en XXvet.

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial