Dezverkoù all

Stankter implij : 

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
3
Diskwel an adstummoù

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

E hanv a zo Frañsoa Kerrou[z], o chom e Sant-[E]ron, e parrez [Pleuveur-Gaoter].

1877
Daveenn : EKG.I. p.27-28

Ma mamm a fellas dezhi e vije lakaet Jozeb ouzhpenn, en enor da bried Mari he doa devosion dezhañ ; ma zad a gavas ivez un hekleo eus e anv badeziant peogwir ma zrivet anv-bihan a zo Klaoda, ha dreist an tri, hini ar Werc'hez Vari, 'vel ma oa ar c'hiz neuze da envel ar baotred : Frañsoù-Mari, Jañ-Mari, Louis-Mari, Pêr-Mari.

1944
Daveenn : EURW.1 p6-7

Div c'hoar en doa ; Marivona ha Marika, a zeuas diwezhatoc'h da vezañ priedoù Frañsoù Keromen ha Frañsoù Blavon-Duchesne.

1944
Daveenn : EURW.1 p.10

Ma faeron Frañsou Keromen a fellas dezhañ e vijen anvet Frañsou eveltañ.

1944
Daveenn : EURW.1 p6

Unan eus ma barnerien, evel am eus lavaret uhelikoc'h a oa an Aotrou Joseph Loth, brudet din gant an Aotrou Frañsoù Vallée evel keltieger penna Bro C'hall.

1944
Daveenn : EURW.1 p62

Frañsou Caurel (Evnig Arvor), mestr-skol gristen er Pelem ; Erwan Sebillot (Lagad don), mab d’ar skrivagner poblus ; Erwan ar Stank (ar Barzh du), eus an Naoned ; ha beleien gredus eus Bro-Wened : an abad Marechal (Bleiz Lannvau) ; an abad ar Bayon (Job er Gléan) ; Stevan Kerhoret, hag all…

1944
Daveenn : EURW.1 p.206

A-wechoù all, d'an hañv, ez aen gant Jozeb ma breur-mager, gant Fransoù Boudehen, gant Batist Chaovel, mab ar sakrist, gant Fransoù 'n Ansien ha gant Jañ Koulouarn, da c'haloupat betek Kenekamm ; plijadur hor boa oc'h antreal en ur c'haran a oa kleuzet eno dindan an dosenn hag a veze kontet traoù burzhudus diwar he fenn.

1944
Daveenn : EURW.1 p17

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial