Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF

Gerioù kar :
0

Skouerioù istorel : 
39
Kuzhat roll ar skouerioù

Frañs

1499
Daveenn : LVBCA p79 (idem)

Frañs

1499
Daveenn : LVBCA p79 ('France')

Frañs

1659
Daveenn : LDJM.1 pg Francç

an olev sakr evit sakrañ ar Rouanez a Frañs

1732
Daveenn : GReg pg ampoule

Ar roue Charlez eizhvet en hanv a stagas Provañsa ouzh ar rouantelezh a Frañs er bloaz pevarzek-kant chwec'h ha pevar-ugent.

1732
Daveenn : GReg pg annexer (Le Roi Charles VIII. annexa la Provence à la Couronne, en 1486.)

armorioù Frañs

1732
Daveenn : GReg pg armes (armoiries)

banniel Frañs

1732
Daveenn : GReg pg baniere (de France)

gwalenn ur Marichal a Frañs

1732
Daveenn : GReg pg bâton (de Maréchal de France)

ar brud-se a zo a bep tu e Frañs

1732
Daveenn : GReg pg (c'est un) bruit (qui court par toute la France)

e-giz Frañs

1732
Daveenn : GReg pg a

amiral a Frañs

1732
Daveenn : GReg pg amiral

an armorioù a Frañs

1732
Daveenn : GReg pg armes (armoiries)

rouantelezh Frañs

1732
Daveenn : GReg pg (la) couronne (de France)

ar rouantelezh a Frañs

1732
Daveenn : GReg pg couronne (la couronne de Fran ce), France (Royaume)

an holl armeoù a Frañs

1732
Daveenn : GReg pg forces (Toutes les forces de France.)

Frañs

1732
Daveenn : GReg pg France (Royaume)

e kiz Frañs

1732
Daveenn : GReg pg françoise (A la Françoise, à la mode de France.)

a aparchant ouzh Frañs

1732
Daveenn : GReg pg gallicane

an iliz a Frañs

1732
Daveenn : GReg pg gallicane (L'Eglise Gallicane, l'Assemblée des Prélats de France.)

an asamble eus an eskeb a Frañs

1732
Daveenn : GReg pg gallicane (L'Eglise Gallicane, l'Assemblée des Prélats de France.)

privilejoù an Iliz a Frañs

1732
Daveenn : GReg pg gallicane (Les libertez de l'Eglise Gallicane.)

privilejoù Frañs

1732
Daveenn : GReg pg gallicane (Les libertez de l'Eglise Gallicane.)

An Impalaerded a zeu dre choaz hag ar Rouantelezh a Frañs dre heritaj.

1732
Daveenn : GReg pg hereditaire (L'Empire est électif, & le Roiaume de France est hereditaire.)

Daoust ha n'eo ket bet dre ar vro, e-pad ar brezel diwezhañ ker glac’harus, ar brud 'oa ar veleien eo a gase arc’hant d’ar Prus evit ober brezel d’ar Frañs, int-i hag a yoa o breudeur oc’h en em gannañ a-enep hon enebourien, int-i hag a varve hiniennoù anezho aet da heul ar soudarded ? Mat, an dra-se a zo bet kredet !!!

1877
Daveenn : EKG.I. p.295

Ar martolod kozh, er porzhioù-mor m’oa bet enno, ken e Frañs, ken er broioù all, en doa gwelet meur a dra iskis, traoù briket ha traoù marellet, mes n’en doa biskoazh gwelet evelato un dra ker farsus evel ur person, en e roched, kuzhet e-touez ar foenn !!!

1877
Daveenn : EKG.I. p.142

Hogen, penn kentañ Iliz Jezuz-Krist war an douar eo hon Tad Santel ar Pab ; mes n’oant ket evit tizhout hennezh, da vihanañ bremañ : diwezhatoc’h her graint hag hen digasint d’ar prizon e Frañs.

1877
Daveenn : EKG.I. p.7

En amzer-se, an dispac’h a rae freuz e Frañs ; ne zaleas ket d’en em skignañ e Breizh-Izel.

1878
Daveenn : EKG.II p.177

Daoust hag ar banniel gwenn hag eñ a dlefe parañ c’hoazh war douar Frañs ?

1878
Daveenn : EKG.II p.182

Ma tremenfe unan ane[zhe] da Vaer, paourkaezh marc‘hadourien deus bourk Plounevez, paket ho stal, hag et da redek heñcho[ù] Breizh-izel... ‘n ur ganañ ur werz diwar-benn ar fentusañ « Conseil municipal » a vefe neuze en Frañs.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1

Kantreet em eus en hañv dewezhañ-mañ a-drez ar vro euskarek a Frañs lec'h m'emañ c'hoazh bev parlant kozh an Iberiz.

1937
Daveenn : DIHU Niv. 318, p. 24

Ar Frañs a zo ar vro ma ever ar muiañ a alkol. Rak-se e sko didruez an Ankoù e-touez ar Frañsizien

1943
Daveenn : TOAA p2

A-hend-all, ar Varianited a guitaas Frañs er bloavezh 1901, argaset ma oant bet gant lezennoù Republik Combes.

1944
Daveenn : EURW.1 p60

Me a yae da-heul, ha derc'hel a rin da viken soñj dudius eus predoù fetis ar maezioù en amzer-se ma lavared dre holl Frañs : « La Bretagne, pays pauvre, terre des landes et des bruyères, où l'on se nourrit encore de pain noir et de gruau (?) ».

1944
Daveenn : EURW.1 p27

Ne oa ket tremenet gantañ c'hoazh e gendamouez noter, pa strakas ar brezel da viz Gouere 1870, etre Frañs hag Alamagn.

1944
Daveenn : EURW.1 p11

Da gentañ, etre meur a zepartamant ' Vo rannet rouantelezh Frañs, hep damant D'an eskoptioù kozh bet savet pell ' zo ' Vit m'o devo holl ment hevelep er vro.

1960
Daveenn : PETO p16

Ouzhpenn ma ra gaou ouzhit en da garg, / Ouzh Nasion Frañs, bepred, 'c'h irienn lark.

1960
Daveenn : PETO p36

Abaoe 1956 eo deuet ar Marok da vezañ ur vro zizalc'h, hag unanet eo bet an div rann, an hini a oa dindan gwarez ar Frañs hag an hini a oa dalc'het gant ar Spagn.

1985
Daveenn : DGBD p14

Deuet e oa Frañs da vezañ a-benn neuze ar Stad kreizennet ha jakobinour a anavezomp.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 19

Ur miliad a falc'herien a youl vat a zo bet a-walc'h evit dont a-benn deus an darn vrasañ deus ar parkadoù OGK, e Frañs, pe vefe taolioù-arnod er parkeier pe gounidegezhioù evit ar c'henwerzh, ha dre se evit mirout a blantañ anezhe en-dro...

2015
Daveenn : DISENT p12

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial