Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

[1944] Doare-gourc'hemenn ar verb "bezañ" en eil gour unan.

Skouerioù istorel : 
11
Kuzhat roll ar skouerioù

Bez

1850
Daveenn : GON.II p.30, livre premier, "sois".

Bez dinec’h, kabiten Kivoron, n’eus den amañ nemet va fried ha me. — Doue r’ho pinnigo ! eme Givoron.

1877
Daveenn : EKG.I. p.212

A ! ne fell ket dit, pezh lous, en ziguzhet deomp ! Bez dinec’h, ni er c’havo, ha dit-te e vezo gwashoc’h.

1878
Daveenn : EKG.II p.223

Kemer kement a c’hoantai, kas ganez kement ac’h eus ezhomm ha na vez chalet gant netra.

1923
Daveenn : SKET p.105

Bez gwisket gant da gorf divarvus, o ene eeun, ha kae d’ar C’huzh-heol.

1923
Daveenn : SKET p.72

Kae daveto ha bez laouen !

1923
Daveenn : SKET p.73

Bez sentus, va mabig, anaoudek, va mabig bihan, en keñver da vamm Izabel ha da eontr ; karantezus, va mabig… Izabel a vo da vamm… atav, atav… n’eo ket ’ta, Izabel ?… — O ! ya, mamm Marc’harid.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.812 (Miz Genver 1924)

Bez gourdon da embreger a bep doare riskloù, ha menel en o c’hreiz difrom atav !

1924
Daveenn : SKET.II p.32

A-vremañ emañ er porzh an hini ez raok a zo heñvel ouzhit. Bez difre, pe tizhet e vezi gant an noz e-kreiz ar mor.

1924
Daveenn : SKET.II p.41

— « Alo 'ta, Fransoù bihan, emezi, bez ur gwaz ».

1944
Daveenn : EURW.1 p30

–…Ar Vaouez ? Ijinusañ skoazellerez an Toueller da gas ar Bed da goll… Skoazellerez an Diaoul an hudurañ, enebourez priziusañ vertuz mab-den, ar c’hlanded… Vas iniquitatis, puñs ar c’hadaliezh… Bez gwenn ha flamm e ziavaez, ha brein e ziabarzh : dont a ra a-benn da wiskañ hetus ar Pec’hed Hudur !

1949
Daveenn : SIZH p.40

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial