Termen a hañval bezañ bet goveliet gant Gregor Rostrenn evit treiñ ar galleg "guérissable", n'eo ket testeniekaet mod-all. Displegañ a rafe an implij eus an daou "aa" diwar "gwellaat" stag outo an dibenn gallek "-apl" da verkañ ar c'hallusted. Dislavar zo etre implij "-aat", a verk un dra war ober, hag "-apl" a verk ur galluster.