I.
G.
ls. louzeier
1. [1732, 1850, 1867, 1909, 1931] Remed, anezhañ un danvezenn pe danvezennoù a dalvez da bareañ un diaez korf, ur c'hleñved.
[1732] Louzoù e kelc'henn ar gouzoug. [1732] palastr, pe louzoù evit divleviñ, evit lakaat ar blev da gouezhañ. [1732] Louzoù evit ar genoù. [1732] louzoù ouc'h an droug-daoulagad. [1732] Louzoù ouc'h an ampoezon. [1732] Louzoù tu pe du. [1732] Louzoù kouskedik. [1732] louzoù fetis a gemerer gant bara-kan. [1732] Louzoù da evañ beuvrajoù c'hwerv. [1732] louzoù a lakaer war an droug evit gwellaat pe habaskaat dezhañ.
[1850] Louzoù disec'hus. [1850] Louzoù kouskus. [1850] Al louzoù-se en deus astennet e vuhez. [1850] Al louzoù-mañ a zo mat evit e gleñved. [1850] Al louzoù-se a zo mat evit divleviñ. [1850] Louzoù a gemer hiriv.
[1867] Evit klask ul louzoù a-enep ar c'hleñved, al leon en e ali, 'lavaras d'al loened : - "Me gred, va mignouned, e vezimp stropet-holl evit hor pec'hejoù. [1867] Setu o tont d'e gaout eus a bep korn ar vro / Loened medisined, ganto louzoù 'r marv.
[1909] Implijañ louzeier. [1931] Louzoù ouzh ar paz. [1931] Louzoù digontammus (& digontammañ). [1931] Louzoù paz.
[2015] Goude hon eus klasket ur mezeg evit ma erskrivje deomp hon louzeier met ar vezeion a rae harz-labour.
&
[1850] Louzoù dislonk, [1850] louzoù teurel, [1850] louzoù daskor : louzoù a dalvez da zisteurel e voued.
&
[1850] Louzoù laoskus, [1850] louzoù goulloüs : louzoù a aesa difankañ.
[1850] Roit din louzoù laoskus. [1850] Goulloüs eo al louzoù-se.
&
[1850] Ul louzoù kalonus eo : a ro nerzh.
&
[1931] Louzoù enep breinañ, [1931] louzoù enep lin : evit digontammiñ.
&
[1931] Louzoù digizidikaat : Louzoù kousket a dalv da vougañ ar boan.
2. Danvezenn, meskad danvezennoù a dalvez da bareañ ar plant a c'hounezer pe da ziouennañ an amprevaned diwarno.
3. Dre skeud.
[1867, 1944, 2015] Kement a wella e stad d'ub.
[1867] « Labouromp ! Al labour zo ul louzou n'eus gwell / Da bareañ dioc'h anken, da viret da vervel. »
[1944] — « Gwell eo ur voutailhad jistr eget al louzoù-mañ, a reas an aotrou Huerou-Kerizel, a oa ur bever brav hag un den karget a yec'hed, gant ur min ruz, un divjod bougennek, ur c'hof enorapl. »
[1985] Rak an amprevaned all a ro dre vras peoc'h deoc'h keit ha ma vezit o kerzhet ; ar re-mañ, en enep, ne baouezont ket da droidellat en-dro deoc'h [...] : louzoù all ebet nemet hejañ dizehan en-dro d'ho penn ur barr deliaouek.
[2015] "Ha trugarekaat a reomp, anaoudek-mat omp ouzhoc'h, Aotrou maodiern," a lavar Gikas a zo ur mailh evit ober eus an tostennerezh ul louzoù distanus.
&
[1850, 1931] Louzoù c'hwezh-vat, [1931] Louzoù frond c'hwek : frond.
[1931] Louzeier c'hwezh-vat
4. Trl. skeud. PEMDEZ
[1732] Louzoù c'hwibus : lesanv a roer d'an arc'hant.
II.
Impl. da anv ls.
[1732] Stal al louzoù. [1732] Neb a ra louzoù evit an dud klañv hag a ro gant e strinkell lavamañchoù d'an dud.
[1850] En em walc'h eta, en em lard gant louzoù c'hwezh-vat, gwisk da gaerañ dilhad, ha diskenn d'al leur.
Daveenn :
GON.II.HV
pg louzou-kouskuz (dormitif, remède qui provoque à dormir. opium)
louzoù-kontamm
louzou-koñtamm
1850
Daveenn :
GON.II.HV
pg louzou-koñtamm (contre-poison, antidote, remède contre le poison)
louzoù-dislonk
louzou-dislouñk
1850
Daveenn :
GON.II.HV
pg louzou-dislouñk (vomitif, remède qui fait vomir)
Roit din louzoù laoskus.
Rôid d'in louzou laoskuz.
1850
Daveenn :
GON.II
pg laoskuz (donnez-moi un remède laxatif).
Goulloüs eo al louzoù-se.
Goullôuz eo al louzou-zé.
1850
Daveenn :
GON.II
pg goullôuz (Ce remède est évacuant).
Louzoù disec'hus eo hemañ.
Louzou dizec'huz eo hé-mañ.
1850
Daveenn :
GON.II
pg dizec'huz (Ce remède est dessicatif).
louzoù tu pe du
louzou tû-pé-dû
1850
Daveenn :
GON.II
pg tû-pé-dû (remède pour un malade désespéré, ou dont la maladie n'est pas bien connue ; remède à quitte ou double, qui doit faire aller le malade d'un côté ou d'un autre, à la guérison ou à la mort).
« Labouromp ! Al labour zo ul louzou n'eus gwell / Da bareañ dioc'h anken, da viret da vervel. »
« Labouromp ! Al labour zo eul louzou n'euz gwell / Da barea dioc'h anken, da viret da vervel. »
1867
Daveenn :
MGK
p80
Evit klask ul louzoù a-enep ar c'hleñved, al leon en e ali, 'lavaras d'al loened : - "Me gred, va mignouned, e vezimp stropet-holl evit hor pec'hejoù; pep rumm a yelo da goll, Ma ne deomp a-benn da sevel ouzh ar groug an torfedour brasañ , pennabeg eus an droug. Evel-se marteze 'torro nerzh ar c'hleñved, Ag unan o vervel, d'ar re all 'teuy yec'hed. Er skridoù e welomp pa c'hoarvez gwalleurioù, E klasker evel-se outo pep seurt louzoù. Kavet eo hon hini, n'hor beus nemet gwelet Piv ac'hanomp bremañ en deus gwashañ pec'hed."
Evit klask eul louzoù a enep ar c'hlenved, Al leon, enn he ali, lavaraz d'al loened : - "Me gred, va mignouned, e vezimp stropet holl evit hor pec'hejou; pep rumm a iel da goll, Ma ne deuomp a-benn da zevel oc'h ar grouk Ann torfedour brasa, penn-abek euz ann drouk. Evel-se marteze torro nerz ar c'hlenved, Hag unan o vervel, d'ar re all teui iec'hed. Er skridoù e welomp, pa c'hoarvez gwall-euriou e klasker evel-se out-ho pep seurt louzou. Kavet eo hon hini, n'hor beuz nemet gwelet, Piou ac'hanomp brema en deuz gwasa pec'hed. "
1867
Daveenn :
MGK
p24
Setu o tont d'e gaout eus a bep korn ar vro / Loened medisined, ganto louzoù 'r marv.
Setu o tont d'he gaout euz a bep korn ar vro / Loened medisined, gant-ho louzou 'r maro.
1867
Daveenn :
MGK
p104
— Louzoù marc’had-mat, Aotrou, eo hennezh ! Emaoc’h oc’h esa ober goap ac’hanon ; mat, hen ober a rin, rak an tan a zo em morzhed.
— Louzou marc’had mad, Aoutrou, eo hennez ! Emaoc’h oc’h esa ober goab ac’hanoun ; mad, hen ober a rign, rak an tan a zo em morzed.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.21
Setu, en ur c'hendalc'h medesined en Alamagn, ez eus bet lavaret e oa bet kavet ivez ul louzoù ouzh ar c'hrign-bev ; ar bannoù X (e c'haller ganto gwelet eskern an dud a-dreuz d'o c'hig) an hini e vije.
Setu, en eur c'hendalc'h medesined en Alamagn, ez eus bet lavaret e oa bet kavet ivez eul louzou ouz ar c'hrign-beo ; ar bannou X (e c'haller ganto gwelet eskern an dud a-dreuz d'o c'hig) an hini e vije.
1906
Daveenn :
KZVR
Niv. an 9 a viz Kerzu
louzoù
louzou
1909
Daveenn :
BROU
p. 395 (plante, médicament)
implijañ louzeier
implija louzeier
1909
Daveenn :
BROU
p. 389 (employer. Signifie surtout boire ou manger, et se dit particulièrement des malades)
louzeier
louzeyer
1909
Daveenn :
BROU
p. 395 (plante, médicament)
O digas a reas gantañ e-kreiz ar c’hoad ha reiñ da anaout dezho ar gwez, hag ivez al louzeier yec’hedus, dre zisklêriañ an dalvoudegezh anezho ha penaos ober ganto da bareañ kleñvedoù ha goulioù, da argas drouk-speredoù, da derriñ hud ha strobinelloù.
O digas a reas gantan e-kreiz ar c’hoad ha rei da anaout d’ezo ar gwez, hag ivez al louzeier yec’hedus, dre ziskleria an dalvoudegez anezo ha penaos ober ganto da barea klenvedou ha goulïou, da argas drouk-speredou, da derri hud ha strobinellou.
1923
Daveenn :
SKET
p.59
louzoù c'hwezh-vat
louzou-c'houezvat
1931
Daveenn :
VALL
pg aromate
louzoù frond c'hwek
louzou froñd-c'houek
1931
Daveenn :
VALL
pg aromate
louzeier c'hwezh-vat
louzeier-c'houezvat
1931
Daveenn :
VALL
pg aromate
louzeier frond c'hwek
louzeier froñd-c'houek
1931
Daveenn :
VALL
pg aromate
louzoù paz
louzou-paz
1931
Daveenn :
VALL
pg béchique
louzeier digontammañ
louzeier-digontamma
1931
Daveenn :
VALL
pg antidote
louzoù ouzh ar paz
louzou-ouz-ar-paz
1931
Daveenn :
VALL
pg béchique
louzoù
louzou
1931
Daveenn :
VALL
pg louzou (le mot louzou se dit encore pour remède, médicament, médecine, potion purgative)
louzoù digontammañ
louzou-digontamma
1931
Daveenn :
VALL
pg antidote
louzoù enepbreinañ
louzou enep-breina
1931
Daveenn :
VALL
pg antiseptique
louzoù digontammus
louzou digontammus
1931
Daveenn :
VALL
pg antidote
louzoù eneplin
louzou enep-lin
1931
Daveenn :
VALL
pg antiseptique
louzoù digizidikaat
louzou-digizidikaat
1931
Daveenn :
VALL
pg anesthésique
— « Gwell eo ur voutailhad jistr eget al louzoù-mañ, a reas an aotrou Huerou-Kerizel, a oa ur bever brav hag un den karget a yec'hed, gant ur min ruz, un divjod bougennek, ur c'hof enorapl. »
— « Gwell eo eur voutailhad jistr eget al louzou-mañ, a reas an Aotrou Huerou-Kerizel, a oa eur bever brao, hag eun den karget a yec'hed, gant eur min ruz, eun dioujod bougennek, eur c'hof enorapl. »
1944
Daveenn :
EURW.1
p77
Rak an amprevaned all a ro dre vras [dre-vras] peoc'h deoc'h keit ha ma vezit o kerzhet ; ar re-mañ, en enep, ne baouezont ket da droidellat en-dro deoc'h, goude ha ma'z afec'h d'ar red, dedennet ha ma vezont moarvat gant c'hwezh ar c'hwezenn : louzoù all ebet nemet hejañ dizehan en-dro d'ho penn ur barr deliaouek.
1985
Daveenn :
DGBD
p72
"Ha trugarekaat a reomp, anaoudek-mat omp ouzhoc'h, Aotrou maodiern," a lavar Gikas a zo ur mailh evit ober eus an tostennerezh ul louzoù distanus.
2015
Daveenn :
EHPEA
p140
Goude hon eus klasket ur mezeg evit ma erskrivje deomp hon louzeier met ar vezeion a rae harz-labour.