Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

[1904, 1931, 1954] A-zevri-kaer, o kevezañ, o klask ober muioc'h pe welloc'h an eil eget egile. [1904] a-heliketañ. [1931] Mont a-heligentañ. [1931] Mont a-heligentañ war vezañ vrokus.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

a-helikentañ

1904
Daveenn : DBFV pg aheli ketan (à l'envie, à qui mieux mieux)

a-heliketañ

1904
Daveenn : DBFV pg aheli ketan (à l'envi, à qui mieux mieux)

mont a-heligentañ war vezañ brokus

1931
Daveenn : VALL pg (faire) assaut (de générosité)

mont a-heligentañ

1931
Daveenn : VALL pg (faire) assaut

Glav a rae ken a rae, ha pa savas Anatol France, « Bleu de Bretagne » a-enor [a enor], da satouilhat e brezegenn e stagas holl gleier an iliz-veur da vrallañ, ha tud an oferenn-bred o tont e-maez an ofis d’ober o seizh gwellañ evit ma kreskje an todilhon : darn o seniñ sutelloù houarn gant ur bizenn gras enno, darn’all o kanañ ken ma tagent « Nous voulons Dieu » ha « Catholiques et Bretons toujours ! », en-dra [endra] ma vleje a heligentañ [a-heligentañ] ar re an tu enep, rak kement loen a zouge sae pe vragoù war al « le[u]veen » hag e[n]-dro dezhi a yude dibaouez : « Hou, hou, hou, la calotte ! »

1954
Daveenn : VAZA p.57

C'hoarzh, ha skrign, ha garm, ha youc'h, ne baouezent ket gant o safar ha ken skiltr e oa o mouezh ma vouboue va divskouarn e-keit ma huchent warnomp a-heligentañ.

1954
Daveenn : VAZA p.91

Ur wech kustum ouzh an todilhon, diroc’hal a raemp a-heligentañ en hor gwele-skourr evel pa vije bet stouvet hon divskouarn, ha foei neuze war c’hwitell ar vistri, fraoñv ijin al lestr, strak ar c’hanolioù ha garm ar stribourzhidi o tihuniñ a-boez o fenn tud ar vourzhiad all : Les… barbordais [sic]… debout au quart, debout, debout, deboutte !

1954
Daveenn : VAZA p.125

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial