Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Leun a vuhez, a startijenn, a virvilh. Ar c'hazhig-se zo buhezek-meurbet. & (db. an traoù) Oberiant. Porzhioù-mor bihan Breizh a oa buhezek-tre gwezhall. 2. (impl. da spizer) Bev-buhezek : bev-tre, bev-mat. Bev-buhezek eo c'hoazh ar gevredigezh-se. 3. Rouez Dezhañ perzhioù ar bevien. Traoù buhezek eo al loened. ES. divuhez.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

buhezek

1850
Daveenn : GON.II pg buéek, buézek (Vivant. Vif, qui a vie. toujours précédé de l'adjecti béô. En Vannes "buéek").

buhezek

1850
Daveenn : GON.II pg buéek, buézek (Vivant. Vif, qui a vie. toujours précédé de l'adjecti béô).

Bez' ez eus c'hoazh en ene breizhad un dra bennak a stourm hag a dalc'h[sic] e buhez, un dra a zo bet c'hoant d'e vougañ ha d'e gas da get hag a van hiriv ken buhezek ha ken nerzhus hag er mare hon frankiz, hag an dra-se, pe e oar pe ne oar ket, eo an EMSKIANT VROADEL.

1911
Daveenn : PSEP p III

buhezek

1931
Daveenn : VALL pg animé

Notennoù studi

Reiñ a ra ar Gonideg ar ger "buéek" evel ur stumm eus Bro-Wened.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial