Nemet, kalz a zo hag a lavar, ar gwirheñvel kentoc’h e-tu ganto, n’oa ket mibien ha gourvibien Vanos emaon o paouez envel, ez wirion, kavadennourien, kelennet ma ’z oant bet war ar binvioù hag an troioù-micherioù a greder a voe kavet ganto, kerkoulz ha war reolennoù an azeulerezh hag ar pedennoù, e-kerzh emweladennoù ha kenprezeg bet etrezo ha krouadurien a zo eus gouenn an doueed.
Ar voereb a zo skuizh-kenañ he fenn, ha ne fell ket dezhi bezañ direnket gant den. C’hoant he deus da chom hec’h-unan, hec’h-unan.
Job : — « Ha ! ha ! ha ! Ni ’zo paotred fin, memes tra. Ha ! ha ! »
— « Job. » — « Petra ’zo, Lom ? » — « Job, hon eontr a zo marv. » — « Gouzout a ran. Trist, trist eo. » — « C’hwi ’gav ? » — « O ! ne gavan ket, mes bravoc’h eo lavarout evel-se. » — « Ya ! dirak an dud, Job… Dirazon-me, avat… »
Ar c’hi a zo o redek louarn pe o redek gad, hag ar c’hazh o logota.
Pelec’h emañ genoù ar puñs, ha pet troatad douar a zo warnañ ? An dra-se a zo un afer all.
— « Mes », eme unan, « kerent all a zo. » — « Ya ! ya ! kerent all ez eus. Mes an daou louarn a zo en em glevet, ha fin int, dreist-ordinal ["dreistordinal"]. [...]»
Domaj eo n’emañ ket Herri aze ivez evit trinkañ ganeoc’h, rak Herri a gar kenañ ar sistr hag ar peurrest, hag ur sizhun ’zo n’eo ket bet er gêr.
Setu teir sizhun zo n'em eus ket gwelet anezhi.
Peadra zo da c'hoarzhin goap evel ma ra.
Aze emaon-me, ha me, bet savet pell a zo a ovad da varzh, nevesoc'h zo, a varzh da zrouiz, o klask lenn, o klask lenn emaon-me, ha n'hellan ket.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
zodiak