Ruz-tan edo aet Vindosêtlos gant fromet ez oa.
Pa zeuis [er]-maez, ken bamet, ken fromet hag ur pirc’hirin o pellaat diouzh un iliz vrudet, ne oan ket, ha pa vije bet kinniget din holl vadoù ar bed, evit distreiñ va spered a-ziwar kement tra am boa bet an eurvad da barañ va selloù warno : skeudennoù an Impalaer hag e gerent, ar salioù bras pe vihan, ma krogas Napoleonig da zeskiñ enno komz ha kerzhout, pazennoù kignet an diri ma pignas ken alies ganto, ha dreist-holl ar gourvezvank stok ouzh ar voger m’en em ledas warnañ Laetitia Buonaparte ar Sulvezh ma rankas a-greiz an oferenn-bred redek a-dizh d’ar gêr da c’henel ur bugel ken burzhudus.