Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.g. A. 1. Santad a sav en ub. dirak un darvoud, ur fed a laka strafuilh ennañ. Ne c'halle ket tremen hep tridal gant ar souezh, an anken hag ar from. « Un druez eo delc'her seurt kaozioù », emezi diwar he from. & Skeiñ from en ub. : e fromañ. Hevelep pesketaerezh en devoa skoet from ennañ. 2. Spont. Me am boa bet from pa'm boa gwelet an nor-houarn-se o serriñ warnon. & Ober from da ub. : e fromañ. Spontus eo da welet, ken e ra from din. & Kemer from : bezañ fromet. Pa gemeri from e lammo da galon. B. Santad a sav en ub. diwar kizidigezh, plijadur, betek e lakaat da ouelañ a-wechoù. II. G. Ober ur from da ub. : e fromañ. An dra-se en doa graet ur from dezho.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

from

1659
Daveenn : LDJM.1 pg effroi

from

1732
Daveenn : GReg pg effroy (ou effroi)

Betek neuze e oa kompez a-walc'h ar skritur ; hogen amañ, goude ur pokard strinket diouzh ar bluenn, e oa tarzhet a-greiz-holl from ar skriver

2012
Daveenn : DJHMH p.66

Gallout a reomp-ni diskouez bezañ difeuls ar muiañ ar gwellañ oute, koulz ha moustrañ ar muiañ posupl war hon fulor - evel-just hon dez santadoù ha fromoù evel-se ni ivez - o chom digor ha doujus oute, ha prest d'ober gant pedagogiezh.

2015
Daveenn : DISENT p51

Komzet hon eus deus an hini [ar reolenn] kentañ c’hoazh : klask kompren fromoù ar reoù all.

2015
Daveenn : DISENT p105

N'eus anv ebet e vije skoet an disterañ from enni ma savan eus renkadoù etre ar Gêrreizh C'hresian betek ar re uhelañ.

2015
Daveenn : EHPEA p25

Peuraozet pep tra e taolan ur sell ouzh an notennoù am eus degaset ganin evit skeiñ from enne ha kregiñ a ran gant ar furmeladoù.

2015
Daveenn : EHPEA p107

Priam, roue galloudus ha tad glac'haret hag aspedus, ha nouspet darvoudenn ha tudenn warn-ugent all, fromus, farsus, glac'harus, a-bep-eil tro an holl anezhe, a lak a sevel ennomp ur from hag un trivliad a sko eeun-tenn d'hor c'halon ha d'hor spered en desped d'an daou vil hag eizh kant vloaz tremenet abaoe ar mare ma savas Homeros e varzhoneg !

2016
Daveenn : ILIAS p. 7

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial