Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Doar./Stn. Hep from, na seblant ket bezañ fromet. Menel difrom e-kreiz ar riskloù. 2. Adv. Hep from, hep diskouez bezañ fromet. Mont a reas difrom war-du ar prenestr. HS. dizaon.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

difrom

1924
Daveenn : SKET.II p.124 « Geriadurig », "Sans émoi, de sang-froid".

menel [difrom] en ur riskl

1924
Daveenn : SKET.II p.124 « Geriadurig », "Garder son sang-froid dans le danger".

Bez gourdon da embreger a bep doare riskloù, ha menel en o c’hreiz difrom atav !

1924
Daveenn : SKET.II p.32

A-greiz-holl e welis neuz daou zen : unan bihan, o trotellat prim a-hed ar straed war-du ar reter, hag ur plac'hig, eizh pe zek vloaz dezhi marteze, o tont en ur redek ken buan ha ma c'halle eus ur straed kenserzh. Neuze, Aotrou, evel-just e stokas rust an eil ouzh egile e korn ar straed ; ha setu ma c'hoarvezads an dra euzhus : ar paotr, difrom, a varc'hellas korf ar plac'hig hag a lezas anezhi o krial war al leur.

2012
Daveenn : DJHMH p12

Eno ivez e c'houzañvont gant digresk ar goproù, an ezfredadurioù, ar c'hrennadurioù. Met pa ouzer pegen difrom e talont ouzh kement-se! N'eo ket eveldomp, o wastañ hag o tistrujañ Atena peogwir ez a droug ennomp. Ar Saozon a ya droug enne ivez met ne reont ket seurt traoù.

2015
Daveenn : EHPEA p26

"En em soñjet mat ec'h eus a-raok kemer un diviz?" a c'houlennan ouzh Katerina, tra ma klaskan menel difrom.

2015
Daveenn : EHPEA p64

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial