Penaos ? Herri o tont en-dro ? Savet a varv da vev ? Pebezh burzhud ! !
Emichañs, krediñ start a rae he devoa d’ober gant ur niz klañvidik, na chome bev nemet dre vurzhud hag a-drugarez d’he louzoù.
Hag ar gatiolenn 'ta, koef bras Landreger, pennober ar vroderezh hag ar fererezh ! e gwirionez, ul lestr aozet gant dantelezh hepken evit merc’hed va bro, hini ar vartoloded, ur burzhud a goantiz gant e zaou gorn eeünet war-dreñv evel lien ur vag o skarañ lark-kaer, pe ‘vel divaskell evned bras an donvor.
Met re ziwezhat e vijent bet o tihuniñ Tad kozh Fallières ha neb ’oa aet da gousket, rak ne badas ket pell ar burzhud-se, aet a-drak da get ken sioul ha ken prim ha ma voe ganet du-hont, pell-pell ha kaer am boa bremañ frotañ va daoulagad hanter drellet, netra ken ne welen nemet ar mor habask-tre bete pennig an dremmwel hag an oabl peurskarzhet gant e holl stered o lugerniñ, hervez ma krede din, kalz muioc’h eget a-ziagent.
Gant ar badaouet ma ’z oa dirak ar seurt burzhud, fellout a reas dezhañ adskrivañ eus e wellañ va… oberennoù, ha ken kaer ha lizherennoù moulet e oa skritur ar boued ar groug-se.
Ha soñj ho peus, Mab-den, e yae da hendadoù, War an donn gounnaret, en avantur Doue ? Bamusat burzhud a voe !
Ha goude-se, d'abardaez, p'oc'h bet a-hed un devezh-labour o c'hoari cowboy, person, baraer ha kere dirak saliadoù damgousket pa zamc'hoapaus, n'hoc'h eus ken c'hoant, ur wech distro d'ar gêr, n'ouzit ket ivez dre beseurt burzhud, rak ne oa ket re splann an hent dirak ho taoulagad ha ne oa ket re sklaer ho penn, neuze n'hoc'h eus ken c'hoant nemet gourvez, kaout sioulder, ha disoñjal pep tra, disoñjal pep tra...
"Burzhud bras, tri devezh," a lavare ma mamm -Doue d'he fardono. Ma hini-me zo padet un tammig pelloc'h.
Ar striv kentañ a rankomp ober eta eo en em zizober diouzh kredenn ar burzhudoù, ha lakaat an emsaverien da zilezel ar gredenn-se.
Goude ma oa en em zrailhet an tad gant re e familh abalamour d'un istor kozh e oa bet ur burzhud gwelet anezho o tont d'an interamant.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
burzhud