Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. A c'hoarvez dre berzh ur burzhud. 2. Dre ast. Souezhus-bras, estlammus. Burzhudusañ teñzor bet gwelet biskoazh. Koñchennoù burzhudus. [1877] Burzhudusañ ma kavan eo seul vui ma vez sot ha diskiant ar pezh a vez lavaret diwar o fenn, seul vuanoc’h a se ne vez kredet ken. HS. marzhus.

Skouerioù istorel : 
23
Kuzhat roll ar skouerioù

burzhudus

1732
Daveenn : GReg pg étonnant (merveilleux)

burzhudus

1732
Daveenn : GReg pg étonnant (merveilleux)

burzhudus

1850
Daveenn : GON.II pg burzuduz (Merveilleux. Miraculeux. Prodigieux, qui tient du prodige).

Un dra burzhudus eo.

1850
Daveenn : GON.II pg burzuduz (C'est une chose merveilleuse, miraculeuse).

burzhudus

1850
Daveenn : GON.II pg burzuduz (Merveilleux. Miraculeux. Prodigieux, qui tient du prodige. En Vannes).

burzhudus

1850
Daveenn : GON.II pg burzuduz (Merveilleux. Miraculeux. Prodigieux, qui tient du prodige. En Vannes).

Ar Breizhad, evitañ da vezañ dispont dirak an tan hag an dir, a zo aonik, spontik-meurbet dirak an divroidi ; pe evit lavaret gwell, ar Breizhad a lez e skiant-vat a-gostez evit krediñ ha mont da heul an hini a deuio da gontañ dezhañ sorc’hennoù burzhudus, dispar ha diskiant, ma n'eo ket eus e vro, ma ne gomz ket yezh e dudoù-kozh ; abalamour da se ez aed a-unan gant an divroidi a rae en hor bro an traoù fall a gontañ amañ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.173

Burzhudusañ ma kavan eo seul vui ma vez sot ha diskiant ar pezh a vez lavaret diwar o fenn, seul [v]uanoc’h a se ne vez kredet ken.

1877
Daveenn : EKG.I. p.295

Pa oa aet pep hini en e hent, pa ne chomas mui, e Lesneven, nemet tud kêr ha republikaned diroll, ar soudarded a falvezas dezho lakaat an Aotrou Feburier da baeañ, dre ar marv, an dismegañs en doa graet war Mirabeau ha war ar gouel burzhudus graet en e enor.

1877
Daveenn : EKG.I. p.187

Digorit ho kalon ker bras ha ma kerfot, savit ho spered uhelañ ma c’hellfot, ha lavarit din ha c’hwi hoc’h eus klevet ur c’han ken dudius, gwelet un dra ker burzhudus ?

1877
Daveenn : EKG.I. p.99-100

Gouzout a ran, Yann, emezañ din adarre, ec’h eus graet traoù burzhudus en dervezhioù tremenet ; mes gwashoc’h, a gav din, eo ar pezh ec’h eus da ober en noz da zont eget kement tra ec’h eus graet betek-hen.

1878
Daveenn : EKG.II p.112

Disklêriañ a rejont na oant ket deut er vro e sell da ziazezañ enni, hogen evit kenwerzhiñ ; ez oa, koulskoude, o menoz chom enni ur pennad-amzer hag ez oant tuet, e-keit ha ma chomjent, da reiñ da vibien Vanos an holl gennerzh a c’hallje ar re-mañ da c’hoantaat ; ez oa reizh-mat dezho sevel kevredad hag en em skoaziañ o vezañ ma’z oant an eil re hag ar re all ermaeziaded war an douar-se ma teuent di dre vor eus ar C’huzh-heol ha mibien Vanos dre zouar eus ar Sav-heol, hag ouzhpenn, pa rae dezho an doueed kejañ ker burzhudus el lec’h-se, hag int keit-ha-keit-all dioutañ ar mammvroioù anezho, eo o doa, hep mar, un dezo bennak en o c’heñver.

1923
Daveenn : SKET p.101

Ar vugale a c’hoarzhe, ha Bilzig a seblantas dezhañ bezañ dizoloet un dra burzhudus : un diotach hepken…

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1024 (Gouere-Eost 1924)

Disheñvel int an eil diouzh egile, hemañ dispennet burzhudus, gant ur skjaergaard dirazañ, hennezh kalz eeunoc'h hag izeloc'h, warnañ an douaroù pinvidikañ hag holl gêrioù ar vro nemet Glasc'ho.

1943
Daveenn : TNKN p47

Va istor-me a vo kaer neuze, rak un teñzor a zo ennañ, a zo prizius, souezhus, burzhudus.

1944
Daveenn : ATST p.43

Burzhudus ? Gwiroc’h e vefe lavarout : burzhudusañ teñzor bet gwelet morse gant lagad mab-den.

1944
Daveenn : ATST p.43

Evidon-me, bugel, kement tra a oa merket el levr burzhudus-se a oa gwirionezioù Aviel.

1944
Daveenn : EURW.1 p41

A-wechoù all, d'an hañv, ez aen gant Jozeb ma breur-mager, gant Fransoù Boudehen, gant Batist Chaovel, mab ar sakrist, gant Fransoù 'n Ansien ha gant Jañ Koulouarn, da c'haloupat betek Kenekamm ; plijadur hor boa oc'h antreal en ur c'haran a oa kleuzet eno dindan an dosenn hag a veze kontet traoù burzhudus diwar he fenn.

1944
Daveenn : EURW.1 p17

Lakaet e veze ar wrac’h da ganañ war ar c’hoariva, bez’ he doa ur vouezh dous evel ur bugel, hag un eñvor burzhudus, peogwir he doa kanet da Fañch an Uhel ouzhpenn ur c’hant a werzioù hag a sonioù kozh.

1944
Daveenn : EURW.1 p.189

An Tour a oa ennañ peadra da lojañ ha da voueta an emwelourien a zeue a-bell, hag eus ar broioù ketiek all, da dremen un devezh bennak en ul lec'h ken burzhudus, da goulz ar Gouel Broadel.

1944
Daveenn : EURW.1 p.212

Teñzor burzhudus Beg-ar-C’hraneg

1944
Daveenn : ATST p.43

En taol-mañ edo o klask un douarour bennak da vont d'ar Gabon da sevel ur gartenn a roje tu da ober enklaskoù war ar petrol, rak, hervez, e oa bet gwelet e oa lec'hiet mat ar vro-se evit ma c'hellfed kaout enni an dourenn vurzhudus.

1985
Daveenn : DGBD p5

Pevar c'han war-ugent a ya d'ober an istor burzhudus-se.

2016
Daveenn : ILIAS p. 6

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial