Dezverkoù all

Stankter implij : 

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Termen a dalvez da verkañ ar souezh da ziskouez ne saver ket a-du gant udb., da verkañ ar rebech, ar gounnar. « Drailhet em eus an asiedoù » - « Petra ! ». Petra ! Dont da'm direnkañ evit ken nebeut a dra ! 2. Trl. Na petra 'ta ! : evel-just, ya a-dra-sur. Ret eo din paeañ ar mouller, na petra 'ta ! Ur farser eo, na petra 'ta ! [1949] Nemet, na petra 'ta ! N'oa ket bet meret er bleud an tanavañ.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

Ar marc'had a voe graet dre skrid, na petra 'ta !

1867
Daveenn : MGK p88

Digor ar gleud ha da zaoulagad... Na petra 'ta ! Na rannez gir ?

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Kalz [a dud] a gasas ac'hanon da « vale », na petra 'ta.

1944
Daveenn : EURW.1 p58

– « Petra, mamm, te 'oar se ivez ? » – « Ya, me 'gred me 'm eus klevet alies a-walc'h ar rimoustadennoù-se ».

1944
Daveenn : EURW.1 p41

Anat e oa an dra e sell ouzh ar breur Celestin[o] : hennezh a oa trikamardet e dammig boullienn gant broudoù ar c'hig. Nemet, na petra 'ta ! N'oa ket bet meret er bleud an tanavañ. Primoc'h e oa ar pemoc'h da zihuniñ en e greiz eget an ael.

1949
Daveenn : SIZH p.48

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial