Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Rag. goul. A. 1. (en ul lav. goul. dizalc'h pe dirak ur v. displ. degaset gant ar rn. v. "a", "na") Termen a dalvez da lakaat ar goulenn war ar rener, ar renadenn-dra eeun. Petra zo war ho spered ? Petra a c'hoarvez ganto, etrezo ? Petra a lavarit? Petra hoc'h eus c'hoant, ezhomm da gaout ? Petra ne rafe ket evit kaout ar garg-se ? Lavarit dezhañ petra ober, petra da ober. [1878] [...] hag edont eno, ur pennad a yoa, o tiviz petra da ober, pe distreiñ da Gastell, pe chom e Berven, hervez m’oa gourc’hemennet dezho. 2. (dirak ur v. displ. degaset gant ar rn. v. "e", "ne") Termen a dalvez da lakaat ar goulenn war an doareenn. Petra eo an dra-se ? Petra eo ? Petra eo an den-se din-me ? : petra a fell dezhañ goulenn, kaout diganin ? Petra e teuint da vezañ ? Plijout a rafe din gouzout petra int ha petra n'int ket. [1878] — Petra eo an trouz-se a glevan ? An avel eo ? 3. (goude un ar., dirak ur v. di spi. degaset gant ar rn. v. "e", "ne") Termen a dalvez da lakaat ar goulenn war ur renadenn-doareañ. Gant petra e troc'hit an tamm houarn-se ? Da betra e talvezo ar studiadenn-se ? A betra ez eus anv, keal ? 4. (dirak un av.) Termen a dalvez da lakaat ar goulenn war un ober. Da betra tamall kement-se ? : pe abeg zo da gement-se ? N'ouzont ket petra ober, petra da ober. 5. Trl. Petra eo an dra-se din ? Petra a ra se din ? : ha forzh a ran gant an dra-se ? & N'ouzon ket petra : n'ouzon ket pe dra a c'hallan ober (evit diskoulmañ kudenn pe gudenn). & Trl. (dirak un ak.) Petra an diaoul, petra an tanfoeltr : troiennoù a dalvez da bouezañ war ar goulenn en ur ziskouez ez eur souezhet, hegazet, h.a. Petra an diaoul eo bet ar vugale oc'h ober amañ c'hoazh ? Petra an tanfoeltr a beg ennout ? & D'ober petra ? : troienn a ra ar c'homzer ganti evit ezteuler ne dalvez ket ar boan klask ober udb. hervezañ. B. Dre ast. 1. (dirak an ar. "a" heuliet gant un anv hollek, lies pe stroll) Pegement. Petra a voued a veze roet dezhañ ? Petra a dud zo war an douar ? 2. Termen a dalvez d'ober anv eus un abeg. Petra eo dit ober an dra-se ? : perak e rez an dra-se ? Petra 'virfe ? : perak ne rafen ket, ne rafemp ket an dra-se ? Na petra 'ta ? : perak ne vefe ket an traoù evel-se ? 3. Peseurt. Petra pañsion a vo da douch ? Ne ouien ket petra devezh e teufen. 4. KOZH [1622] Pe da dra : da betra. & Na pe da dra : na petra. Na pe da dra ouzhpenn ? Na petra ouzhpenn.

Skouerioù istorel : 
110
Kuzhat roll ar skouerioù

petra

1499
Daveenn : LVBCA p162 (quelle chose)

petra eo an dra-mañ

1499
Daveenn : LVBCA p23, 36, 138, 162 (qu-est cecy)

[«]Hogen bremañ me c'houlenn ouzhit : pe da dra [da betra] ec'h eus-te asamblet kement-mañ a bobl en ven evit azeuliñ ar sotoni a'n idoloù ?[»]

1576
Daveenn : Cath p6

M. Petra [i]vez a rit-hu pan it d'an oferenn ?

1622
Daveenn : Do. p50

Pe da dra e servij deomp-ni ar sakramant a goñfesion, aotramant pinijenn ?

1622
Daveenn : Do. p40

M. Pe en tra ez koñsist an eürusted peheni a esperomp da gavout en vuhez all ? D. Da welet Doue fas-ha-fas, ha da jouisañ anezhañ eternalamant.

1622
Daveenn : Do. p10

M. Goude bezañ gwelet geneomp ar mad peheni zo ret deomp da ober, petra a rest deomp-ni bremañ da c'houzout ? D. An droug peheni zo ret deomp tec'het dioutañ.

1622
Daveenn : Do. p34

M. Petra a gredit-hu dre ar feiz ? D. Kement a zelc'h hag a gred hor mamm sant[el an] Iliz katolik, Apostolik ha roman, ha spesialamant an artikloù zo aretet er Gredo.

1622
Daveenn : Do. p10

M. Petra eo 'n doktrin kristen ? D. An heni en deus bet desket deomp Jezuz Krist, pan veve war an douar, hag a zesk deomp an Iliz katolik, apostolik ha roman.

1622
Daveenn : Do. p6

M. Na pe da dra ouzhpenn ?

1622
Daveenn : Do. p46

M. Na petra ouzhpenn ?

1622
Daveenn : Do. p14

M. Petra eo pec'hed ? D. Kement a lavarer, kement a zezirer, pe kement a reer a-enep an lezenn ha volontez Doue.

1622
Daveenn : Do. p34

M. Pan it en hoz kwele diouzh an noz, petra [i]vez a rit-hu ?

1622
Daveenn : Do. p52

ne on petra ober

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (neoûn) petra (ober)

petra

1659
Daveenn : LDJM.1 pg quoy

Da betra e servij deomp ar sakramant a gofession, aotramant pinijenn? D. Dreizañ e resevomp ar remision eus ar pec'hedoù hon eus kometet goude ar Vadiziant.

1677
Daveenn : Do. p41-43

[M.] Petra ez eo Urzh ? D. Bezañ ez eo ur sakramant lakaet en Iliz, pe dre hini e resev ar veleien ar galloud da goñsakriñ korf hon Salver binniget Jezus, da absolv ar re pere zo roet dezho e garg, ha da ober an traoù all pere a goñsern polis an Iliz, pe en dra eo ret sentiñ outo, pa vent c'hoazh tud a zrouk vuhez.

1677
Daveenn : Do. p49

[M.] Goude bezañ gwelet geneomp ar mad a zo ret deomp da ober, petra a rest bremañ da c'houzout ? D. An droug pehini zo ret deomp tec'het dioutañ.

1677
Daveenn : Do. p35

petra hoc'h eus-hu ?

1732
Daveenn : GReg pg avoir (qu'avez-vous ?)

petra a zarvez entrezoc'h ?

1732
Daveenn : GReg pg (s')agir

petra c'hoari geneoc'h ?

1732
Daveenn : GReg pg (s')agir

petra a c'hoari ganeoc'h-hu ?

1732
Daveenn : GReg pg avoir (qu'avez-vous ?)

penaos, petra, deuet eo dija ?

1732
Daveenn : GReg pg (comment, quoi, il est) déja (venu ?)

petra

1732
Daveenn : GReg pg dequoi ? (interrogation)

a betra

1732
Daveenn : GReg pg dequoi ? (interrogation)

pe eus a dra

1732
Daveenn : GReg pg dequoi ? (interrogation)

a betra

1732
Daveenn : GReg pg dequoi ? (interrogation)

a betra

1732
Daveenn : GReg pg dequoi ? (interrogation)

eus a betra

1732
Daveenn : GReg pg dequoi ? (interrogation)

pe eus a dra, pe a dra, a betra e parlantit-hu ?

1732
Daveenn : GReg pg dequoi (parlez-vous ?)

petra eo kement-se ?

1732
Daveenn : GReg pg (que veut) dire (cela ?)

petra eo kement-mañ ?

1732
Daveenn : GReg pg (que veut) dire (ceci ?)

Gwa-ni, petra a c'hallimp-ni, siwazh, da lavaret da zeiz ar varn ?

1732
Daveenn : GReg pg helas! (Helas que pourrons-nous dire au grand jour du Jugement ?)

petra a lavarer anezhañ ?

1850
Daveenn : GON.II pg anézhañ

A betra e teu an efreizh-se ?

1850
Daveenn : GON.II pg éfreiz (d'où vient cet effroi ?)

Petra hoc'h eus-hu fichet evidomp ?

1850
Daveenn : GON.II pg ficha (que nous avez-vous apprêté ?)

petra

1850
Daveenn : GON.II pg pésavad

petra

1850
Daveenn : GON.II pg pétrâ (pron. inter. que. quoi.), pg pé (particule inter. ou relat. elle ne s'emploie jamais seule ; mais elle sert à former les pronoms pébez, péhini, pétrâ).

Petra a livirit-hu ?

1850
Daveenn : GON.II pg pétrâ (que dites-vous ?)

Eus a betra e komzit-hu ?

1850
Daveenn : GON.II pg pétrâ (de quoi parlez-vous ?)

Petra a zo ?

1850
Daveenn : GON.II pg pétrâ (qu'est-ce qu'il y a ?)

Petra a ra se deoc'h ?

1850
Daveenn : GON.II pg pétrâ (que vous importe ? )

N'ouzon doare petra da ober evit dizuañ va sae.

1850
Daveenn : GON.II pg dizua (Je ne sais que faire pour ôter le noir de mon habit).

Petra a raimp-ni evit e zizoaniañ ?

1850
Daveenn : GON.II pg dizoania (Que ferons-nous pour le désennuyer ?)

Petra a ziuzit-hu ?

1850
Daveenn : GON.II pg diuza (Que choisissez-vous ?)

Petra a zigasit-hu din ?

1850
Daveenn : GON.II.HV pg digas (Que m'apportez-vous ?)

Petra a zalc'hit-hu aze ?

1850
Daveenn : GON.II.HV pg derc'hel, delc'her (Que tenez-vous là ?).

daoust petra a reot

1850
Daveenn : GON.II pg daoust (à savoir ce que vous ferez, voyez ce que vous ferez).

E gwirionez ne ouzoc'h petra a livirit.

1850
Daveenn : GON.II pg é-gwirionez (En vérité, vous ne savez pas ce que vous dites).

Houmañ a lavaras dezho : It war ho kiz, va merc’hed, da betra e teuit-hu ganin ?

1850
Daveenn : GON.II p.98-99

Petra hoc’h eus-hu graet abaoe n’em eus ho kwelet ?

1850
Daveenn : GON.II p.72

Gant petra e reot-hu ur sae ?

1850
Daveenn : GON.II p.72

Petra a livirit-hu ?

1850
Daveenn : GON.II p.71

Petra a raimp-ni ?

1850
Daveenn : GON.II p.71

Eus a betra e komzit-tu ?

1850
Daveenn : GON.II p.71

Da betra eo mat an dra-se ?

1850
Daveenn : GON.II p.71

Petra a rin-me 'ta goude-se ?

1850
Daveenn : GON.II p.93, livre second, « Que ferai-je donc après cela ? »

Petra

1850
Daveenn : GON.II p.27 (que, quoi).

Demat deoc'h Laou, petra zo 'ta a nevez ?

1857
Daveenn : CBF p23

Petra zo da ober ?

1867
Daveenn : MGK p8

Ar razh, deut poent ar pred, / D'ar re all a lavar : — « Asa ! va mignoned, / Petra zo n'omp hiriv nemet tri da leinañ ? »

1867
Daveenn : MGK p46

labourat tenn da greskiñ mad an holl; ha petra c'hoazh ?

1867
Daveenn : MGK Rakskrid XII

Ar pezh a lavaran ned eo ket hep abeg ; / Setu evit petra : amañ ez eus meneg / Eus ur c'hreg paour a voe beuzet / En ur stêr zon, ar stêr Oded, / P'edo o vont da gas e lein / D'he fried, bener mein.

1867
Daveenn : MGK p142

Aotrou, eme ar c'hi, ha petra vir ouzhoc'h, da zont lart eveldon, ha marteze lartoc'h ?

1867
Daveenn : MGK p8

Petra a fell deoc'h eme dezhi eben ?

1867
Daveenn : MGK p17

Distro d’e gambr an Aotrou de la Marche a c’houlennas digant ar veleien hag an dud a renk uhel eus a Gastell a yoa holl en em zestumet en eskopti, petra en doa da ober.

1877
Daveenn : EKG.I. p.13

— Goulenn digantañ petra a glask. — Petra a glaskit ? eme Erwanig, en ur zont war e c’hiz, rak kaout a rae dezhañ e tostae e c’her anezhañ ouc’h an hini a oa e-tal an nor.

1877
Daveenn : EKG.I. p.149

— Va mab, eme an Aotrou kozh, oc’h huanadañ ! — Petra eo, va zad ?

1877
Daveenn : EKG.I. p.19

Mat, petra a fell deoc’h ? N’on evit kontañ nemet ar pezh a zo gwir, ha, dre ma’z aent, ar soudarded ne raent nemet evañ, dibriñ ha laerezh.

1877
Daveenn : EKG.I. p.255

Ha petra omp-ni a-enep kemend-all a dud ?

1878
Daveenn : EKG.II p.14

[...] mes n’edont ket o c’hortoz ac’hanomp-ni ; dre-se n’o doa poazhet nemet evel m’oant boas da ober evito o-unan. Ha petra ’oa an dra-se evit ur vandenn dud yaouank eveldomp-ni, toullet-frank o gouzoug gant al labour o doa bet en deiz a-raok e Kergidu ha war hent Kastell ? N’eus forzh, gant ar pezh a yoa, e voe ranket ober, ha den n’en em glemmas.

1878
Daveenn : EKG.II p.13

— N’out ket beleg ? Petra out 'ta neuze ? — Me eo Paol ar Forn, a vourk Lambaol-Gwitalmeze.

1878
Daveenn : EKG.II p.189

— Ha te, Paol, petra a ri ?

1878
Daveenn : EKG.II p.188

Petra, emeve, ned aio ket va fuzuilh ganen ? — Da ober petra, da fuzuilh ? — Da ober petra e vez roet e fuzuilh da un den a vrezel ?

1878
Daveenn : EKG.II p.113

Petra eo an trouz-se a glevan ? An avel eo ?

1878
Daveenn : EKG.II p.45

Petra e oa ar gwellañ din da ober ? N’oan ket evit chom eno, a-zioc’h pont Keraouell, evel ur maen en ur c’hleuz ; ret e oa din mont a-raok pe dont a-dreñv, unan a zaou.

1878
Daveenn : EKG.II p.23

An taol-se a skuilhas ar spont e-touez ar republikaned : dont a rejont war o c’hiz da Verven, hag edont eno, ur pennad a yoa, o tiviz petra da ober, pe distreiñ da Gastell, pe chom e Berven, hervez m’oa gourc’hemennet dezho.

1878
Daveenn : EKG.II p.16-17

Petra fell dit, ma bugelig ? / Me chilaouo da bedennig.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1

Daoust gant petra e ve groet ar "fosfor" ? Gant eskern anevaled : Be[z]añ zo oc'h ober eskern un aneval, daou danve[z] kentañ : ar fosfor hag ar ra. Fosfat-ra a ve[z] groet eus ar seurt meskailhez-se.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Ac'hanta ! ma mignon, petra rafes, lâr din, d'un den fall a zeufe da'z ti da zispenn, dirazout, en e gomzoù, ur vamm e teus karet hag a garez kement ?

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Petra ar c'houzigen...

1909
Daveenn : BROU p. 388 (Petra ar c'houzigen... que diable...?)

Mat en em anaout, eme an drouiz ; gwell avat en em vestroniañ ! Neb a anavez e namm, hag eñ dic’halloud d’en em zinammañ ha da wellaat, da betra ez eo mat ?

1924
Daveenn : SKET.II p.30

Hemañ a oa deut d’ar presbital, da ober petra ?… kent mont da son an Añjeluz.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 39, p.865 (Miz Meurzh 1924)

Daoust petra an diaoul a zo e-barzh ?… petra ?…

1925
Daveenn : BILZ2 p.110

— Na pelec’h oc’h bet daleet ?… hag abalamour da betra ?… Noz eo ha pell zo…

1925
Daveenn : BILZ2 p.120

Abaoe hon disparti petra a nevez en tiegezh ?

1925
Daveenn : BILZ2 p.182

Petra a livirin-me deoc’h ouzhpenn ?…

1925
Daveenn : BILZ2 p.182

Petra 'fell deoc'h, me a zo ur meneziad ha, karout a ran kenañ va Menez Are gant e lannegoù alaouret.

1929
Daveenn : SVBV p.14

petra a c'hoarvez ganeoc'h ?

1931
Daveenn : VALL pg agir (de quoi s'agit-il pour vous)

da betra tamall kement-se ?

1931
Daveenn : VALL pg (à quoi) attribuer (cela ?)

petra

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXXVI

petra a c'hoarvez gantañ ?

1931
Daveenn : VALL pg arriver, avoir

petra 'dalv ?

1931
Daveenn : VALL pg (à quoi) bon

Petra a zo diank deoc'h ?

1931
Daveenn : VALL pg (de quoi avez-vous) besoin

petra e teuin da vezañ ?

1931
Daveenn : VALL pg aller (que vais-je devenir?)

« Gwelout a ran, Lom. Petra an tanfoeltr eo an dra-se ? Emichañs n’oc’h ket aonik, Lom ? »

1944
Daveenn : ATST p.128

- « Petra eo an ibil-mañ ? », o doa soñjet « Petra 'zeu ur barzh da ober da Vontroulez ? »

1944
Daveenn : EURW.1 p82

Piv ha petra a zo kaoz ?

1944
Daveenn : ATST p.8

— « Ar pakad du-se », emezañ, « petra eo ? Ma n’eo ket un den beuzet ? » Un den beuzet — « Un den beuzet e tle bezañ », eme Lukaz dezhañ e-unan, ha kerhent [sic, "kerkent"] e savas adarre e higenn hag e kerzhas war-eeun d’ar gêr.

1944
Daveenn : ATST p.12

— « En ur stad truezus emaoc’h ho-taou, » a lavaras dezho an ostiz ; « petra a zo degouezhet ’ta ? »

1944
Daveenn : ATST p.22

— « Petra ’c’hoarvez ganeoc’h hiziv, paotred trist ? »

1944
Daveenn : ATST p.29

— « Lom, emezañ, stankit buan toull ar c’hazh. » — « Gant petra ? » — « Gant ho taouarn ! Gant petra ken ? »

1944
Daveenn : ATST p.64

— « Daoust petra ’zo c’hoarvezet e Karreg-al-Louarn ? »

1944
Daveenn : ATST p.81

« Petra ober ? Mont pe chom hep mont ? » a soñje ar marichal kaezh.

1944
Daveenn : ATST p.117

En o laouenañ e voe raktal va c’herent, hag amzer ebet ne rojont d’an diviz-se da c’horiñ en o fenn, rak krediñ a rae dija dezho e rajent ganin ur beleg, ha marteze zoken un eskob. Na petra 'ta ?

1954
Daveenn : VAZA p.37-38

Goulenn a rae diganin a-wechoù va mamm-gozh : « Arsa, petra ac'h eus d' ober bemdeiz gant ar bara-se ? - « Feiz, emezon, boueta va evn ! »

1954
Daveenn : VAZA p.14

Meur a zigarez 'vo diskoachet ivez da zisplegañ dam betra 'oa deuet ken nebeut a dud ha ken nebeut a startijenn enne : fiziañs hon eus en ijin dreist Yann Emsaver, a vez bepred prest da bentañ lern evit mirout ar blijadur en devez oc'h adkavout e c'hetto bihan a vare da vare.

1980
Daveenn : BREM Niv. 1, p. 2

"Petra a welo hon daoulagad c'hoazh ?" a lavar outi-hi.

2015
Daveenn : EHPEA p11

"Ha ni, petra 'reomp?" a c'houlenn Koula ouzhin. Ez reol, ne reomp tra, ha ma c'hoant nemetañ eo serriñ an nor war ma lerc'h.

2015
Daveenn : EHPEA p13

An dastumer a oa eus Korasidis ne gave ket dezhañ e oa dellezek e glañvourion da vamiñ dirak ur re bennak eus taolennoù e zastumad.

2015
Daveenn : EHPEA p79

Notennoù studi

Ar stummoù a gaver e testennoù Doctrin an Christenien a ziskouez un doareañ laosk a-walc'h etre "pe" ha "tra" ken e c'halled lakaat un araogenn etre an div elfenn ("Pe da dra", "pe en tra" 1622). Diwezhatoc'h 'vat e teuint da vezañ liammet kreñv diwar gramatikalizañ. S.o. ar fichenn "pe" (ger goulenn).

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial