An dro a ris d’ar C’hreñvlec’h galloudek, savet gwechall gant an Tri Gevell, mibien Virotouta, bet dibabet abaoe da lec’h o annez gant doueed ar vro ; a wared etre e vogerioù arouezintioù-brezel ar boblad, teñzor ar roueed , teñzor an uhelidi hag an tri-c’hant den-gouestl, dalc’het da gred ar peoc’h hag ar feurioù.
Ho kabiten, va faotr, a garie [gare] ac’hanoc’h a-greiz e galon : roet en deus deoc’h e holl [b]eadra. Setu ar paper. Tri-c’hant skoed a zo er yalc’h-mañ : pep a gant da wragez an daou vartolod, kant all da Izabel evit he sikour da sevel he bugale, hag ar gwenneien all a [z]euio eus peñse ar c’hober a vo dit.
Chann he doa gwelet dek gwech muioc’h a draoù eget Mari, Mari kant gwech muioc’h eget Madalen, ha Madalen ’ta !… ha, sur, hini ebet anezho n’he doa klevet ur c’hard eus an tri-c’hant mil dra he doa klevet Katell.
Diganimp ’vat, ar re baourañ, ne veze kemeret nemet tri-c’hant lur er bloaz, hag evit ar bern arc’hant-se, bez’ e veze da greisteiz ha d’an noz, n’eo ket gwelien, met ur soubenn eus ar c’hentañ, un dailhenn vrav a gig-bevin pe leue gant avaloù-douar, fav, piz, pe louzoù all diouzh ma veze koulz ar bloaz, ur werennad jistr war ar marc’had ha bara gwenn sof-kont.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
tri-c'hantvet