chadenn
Ar penn meur gant an nav [f]enn bihan en-dro dezhañ, e gourneved Mediolanon, hennezh e voe pennderoù d’an arouezinti-vrezel dibar ma ra ganti ar re eus pobloù Keltia a zo diskennet eus an Nemetaved (Nemetavi), da lavarout eo eus keneiled Nemetos (2) : ur penn ramzel ha taer eo-hi, stag ouzh ar penn-se dre chadennoù nav fenn all bihanoc’h (3).
Ar c'hi Soltan, ur mell ki-gward Alaman, torret e chadenn gantañ, a oa deut da lammat ouzh ar breur Arturo, evit c'hoari.
An teknikoù kinniget da heul n'int ket graet evit kemer plas binvioù evel chadennoù, armlocks -korzennoù houarnaj e-lec'h ma lakaer e zivrec'h- pe necklocks -kadranas moto e stumm un U hag e vez staget en-dro d'ar gouzoug-.
[...] ar radioioù ha[g ar] chadennoù skinwel kevredigezhel evel Radio Libertaire, La Télé Libre, hag all.
Hag ar chadennoù skinwel, ar skingomzoù, ar c'hazetennoù a zoug anezhe war an tu-se. Degas din ur c'heloù a lavare deomp ar bennskridaozerion gwezhall, bremañ ez eo "degas din ur gwarzh."
Dibab a reas ur chadenn keleier e saozneg hag e lakaas ar son ken izel ma c'helle klevet mouezh ar gazetennerez hep selaou ar pezh a lavare.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
chadennad