Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Zo udb. ouzh e chalañ. Diskouez bezañ chalet. Bezañ chalet ha nec'het. 2. BEZAÑ CHALET DA OBER UDB.: kaout aon d'e ober. Ne oan ket chalet da chom.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

Kemer kement a c’hoantai, kas ganez kement ac’h eus ezhomm ha na vez chalet gant netra.

1923
Daveenn : SKET p.105

Rak an dienez hoc'h eus aon, / Enkrezet, chalet da gaout naon, / Da gaout planedenn drist da ren / 'Raok bezañ boued d'an Ankoù yen ?

1960
Daveenn : PETO p19

E widre ma laka chalet ; / Dre guzh e stourm kreñv ha kalet, / Da fall e tro bremañ an traou / Hag ouzhin 'ra ar gwashañ gaou.

1960
Daveenn : PETO p30

Ouzhpenn, hini anezho ne ziskouez bezañ gwall chalet gant kig baot ; n'eus nemet dour enni, emezo ; hanter-kant pe dri-ugent lodenn, d'ar muiañ a vefe tu da dennañ diouti.

1985
Daveenn : DGBD p109

Rak an daou-se n'int chalet nemet gant o sac'h. Ma mamm, a gemere preder ganeomp-holl, a zo bet tortet gantañ.

2015
Daveenn : EHPEA p15

Atredoù ur veurded bet ha n'eus den chalet ganti rak Bro-C'hres a-bezh ne chom diouti nemet atredoù ur veurded bet.

2016
Daveenn : BARDF p. 58

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial