Bez' e oa ivez en e di ur groaz, hag ur pikol hini gant un Aotrou Doue tachet warni evel m'eo dleet, met hennezh 'vat ne c'houzañve ket gant ar riv, rak gwisket e oa dezhañ ur gorfenn stamm hag un tamm bragoù voulouz.
Kement ha din-me e plije dezhañ ar c’hoariva ha hennezh an hini eo a roe arc’hant da brenañ koad, lien, liv hag all evit ar c’hlinkadur heskennet, tachet ha livet evel ma ouiemp gant hon daouarn-ni, hag an danvez evit an dilhad prenet gantañ kerkoulz-all a veze troc’het ha gwriet gant e c’hoarezed.
Hogen, e bro ebet, nag en Amerika, e Portugal, er C’hanada, nag e Norvegia pe Sveden, pe er Meksik, neblec’h ne oa dichañset din kejañ gant soudarded falloc’h gwisket eget hor brezelourien o bragoù ruz, un druez hepken sellout ouzh o mañchoù hir pe re verr, ouzh ar vantell o tivilhal en-dro dezho e-giz ur c’hozh sac’h dindan patatez, hag ouzh o botoù tachet, ken ledan ha ken pounner.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
tachig