c'hoar
c'hoar
c'hoer
c'hoar
c'hoer
Hon mamm Izabel a zo er gêr gant va breur ha va c’hoar vihan.
Da Lom e voe lavaret gant e c’hoarezed e oa gwelloc’h dezhañ chom war yun betek kreisteiz.
— « Pelec’h eo chomet al Lom-se ? » emezañ dezhañ e-unan. « Me ’zo sur emañ er gêr o lavarout d’e c’hoarezed ar c’hontrol eus ar pezh am eus anzavet. »
- Breudeur hoc'h eus en ho pro ? eme eben. - C'hoarezed ; peder.
Ouzhpenn, feuket e oa en ur soñjal en e vamm, du-hont, keit-all, e Breizh-izel, ur vaouez vat ha karantezus mar doa, hag en e c'hoarezed bihan, mibin ha drev e-giz un torad filiped. Skoazellerezed an Drouk-spered ? Neuze 'ta !... Krouadurien Doue, dres evelto, gant un ene da saveteiñ, ne lavaran ket.
Ur pikol levr a c'hallfen skrivañ diwar-benn breudeur ha c'hoarezed va zad, hag a-zivout va c'hendirvi : paotred ha merc'hed, met pec'hed marvel a vefe din tremen hep ober meneg eus va goureontr Yann Dremel, rak n'eus bet biskoazh ha biken ne vo gwelet sebezusoc'h oristal o vale heñchoù Priel.
Morse, koulz eo lavarout, n’en em gavas yac’h diwar c’hanidigezh va c’hoar vihan, met an dro-mañ tapet he devoa he marv da Sul ar Sakramant.
Gwir eo, abaoe an devezhioù ma ’z aemp hon-daou d’ar skol davet leanezed Priel, e karen ar plac’hig-se evel ur vignonez a-viskoazh, un amezegez a zeue alies davedon da c’hoari – evel ur c’hoar, mard eo gwell ganeoc’h – met nag evit daou nag evit unan ne oan troet da vont da lakaat va anv ganti.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
c'hoareg