Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Ag. pet. Anv-gwan a dalvez da verkañ ur renk, un niverenn urzhiañ a glot gant an niver c'hwec'h. Ar c'hwec'hvet kantved. Ar c'hwec'hvet gourc'hemenn. II. Rag. pet. 1. Raganv a dalvez da verkañ ur renk, un niverenn urzhiañ a glot gant an niver c'hwec'h. Ar c'hwec'hvet a voe lazhet evel ar re all. Ar c'hwec'hvet a viz Genver. & (db. ar skolioù) Ar c'hwec'hvet : ar c'hwec'hvet klas. 2. Tr. adv. D'ar c'hwec'hvet, da c'hwec'hvet : er renk a glot gant an niver c'hwec'h, hervez un urzh bnk. III. Termen a dalvez da aroueziñ sifr an unanennoù en niveroù petvediñ. Ar c'hwec'hvet pennad warn-ugent.

Skouerioù istorel : 
10
Kuzhat roll ar skouerioù

ar bloazioù navet ha daou-ugent, c'hwec'hvet hag hanter-kant, ha trede ha tri-ugent, a zo, hervez an astrolojianed, ar re dañjerusañ da dremen ; abalamour ma vezer neuze oajetoc'h

1732
Daveenn : GReg pg climacterique (les années 49. 56 & 63. sont les plus dangereuses ; selon les Astrologues ; parce que l'on est plus avancé en âge)

a-benn ar c'hwec'hvet gwech

1732
Daveenn : GReg pg fois (Jusqu'à la sixiéme fois.)

bede ar c'hwec'hvet gwech

1732
Daveenn : GReg pg fois (Jusqu'à la sixiéme fois.)

c'hwec'hvet

1850
Daveenn : GON.II p.25, livre premier, "sixième".

c'hwec'hvet

1850
Daveenn : GON.II pg c'houec'hved

ur c'hwec'hvet

1850
Daveenn : GON.II p.21, livre premier, "un sixième".

seitekved enebenn), ann teir werz : c'houeac'hved, seisved hag eisved, evel m'ema int ama…

1867
Daveenn : MGK Rakskrid XIV

Selgova (5), c’hwec’hvet mab Manos, a voe anezhañ ur gwenaner brudet.

1923
Daveenn : SKET p.54

c'hwec'hvet displeg

1931
Daveenn : VALL pg ablatif (cas de la déclinaison)

Pa oan arru er c'hwec'hvet em boa da gelenner an aotrou abad Louis Le Clerc a veze graet « Cigogne » anezhañ en abeg ma oa hir e c'houzoug.

1944
Daveenn : EURW.1 p39-40

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial