1. KORF.
[1499, 1699] Sac'henn m'en em zastum an troazh a zeu dre al lounezhi dre ar c'hanioù-troazh a-raok bezañ skarzhet.
Tanijenn ar c'hwezigell.
2. C'hwezigell kivijet loened zo - ar moc'h prl.- a veze graet meur a implij anezhi (yalc'h, mell, h.a.).
C'hwezañ ur c'hwezigell.
HS. soroc'hell.
3. NEVEZ, dre heveleb.
[1699, 1931] Kroc'henenn stirennek, stumm ur vell dezhi pa vez c'hwezet gant aer pe c'haz.
4. RANNYEZH.
[1732] Klogorenn.
C'hwezigelloù war an dour.
5. Fougaser.
[1924] "Ur foerer, ur c’hwizigell" ! a vegelias ar boc’h.
6. (impl. da stn.) Trl. skeud.
[1985] Komzoù c'hwezigell : komzoù lidus, pompus.
[1985] Kendelc'her a raed war an ton bras da zistilhañ ar c'homzoù c'hwezigell-se.
7. (impl. da doar.)
Lorc'hus.
[1924] Met ur c’hi, n’eus forzh pegen c'hwezigell dezhañ da vezañ, n’eo evelkent nemet ur c’hi [...].
Met ur c’hi, n’eus forzh pegen c'hwezigell dezhañ da vezañ, n’eo evelkent nemet ur c’hi, deut ur sorc’henn bennak dezhañ, evel ar re all, hemañ ne wele ket pelloc’h ha [sic] beg e fri.
Met eur c’hi, n’eus forz pegen c’houizigell (1) d’ean da vea, n’eo evelkent nemet eur c’hi, deut eur zorc’henn bennak d’ean, evel ar re all, heman ne wele ket pelloc’h ha beg e fri.
« — Ur brabañser ! a veas ar maout. « — Lorc’h ennañ dirak ar re vihan : ar yer, ar filiped, ar polued, ar pinterien, al laouenaned ! a harzhas ar c’hi. « — Ur foerer, ur c’hwizigell ! a vegelias ar boc’h.
« — Eur brabanser ! a vêas ar maout. « — Lorc’h ennan dirag ar re vihan : ar yer, ar filiped, ar polued (1), ar pinterien, al laouenaned ! a harzas ar c’hi. « — Eur foerer, eur c’houizigell ! a vegelias ar boc’h.