Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
57
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.g. 1. Lezel ur son skiltr da dremen dre wask an diweuz, evit gelver ub. pe evit drevezañ un ton. C'hwibanat en ur labourat. 2. Dre ast. (db. an avel, al loened, traoù zo) Trouzal evel ur c'hwibanadenn. An avel o c'hwibanat dre doull ar siminal. Ar wialenn, ar saezhoù o c'hwibanat dre an aer. Evned o c'hwibanat a-nerzh o fenn. Un naer o c'hwibanat war lez ar stêr. [1924] Un taol ! En aer ar wialenn a c’hwiban. Ur skrijadenn ! DHS. c'hwitellat, fuc'hañ, pufal, sutal. II. V.k. 1. V.k.e. Lezel ur son skiltr da dremen dre wask an diweuz, evit drevezañ un ton. C'hwibanat un ton gavotenn. 2. V.k.d. C'hwibanat ouzh ub. : reiñ dezhañ da glevet, gant c'hwibanadennoù, ez eur displijet gant ar pezh en deus graet. C'hwibanat ouzh ur c'haner.

Skouerioù istorel : 
13
Kuzhat roll ar skouerioù

c'hwibanat

1499
Daveenn : LVBCA p48 (sifler)

c'hwibanat

1659
Daveenn : LDJM.1 pg siffler

c'hwibanat

1659
Daveenn : LDJM.1 pg huibanat

ne gan na ne c'hwiban

1732
Daveenn : GReg pg chanter (il ne danse ni ne chante)

Na c'hell ober netra hep c'hwibanañ.

1850
Daveenn : GON.II pg c'houibana (il ne peut rien faire sans souffler, sans haleter).

Ar merc'hed na ouzont ket c'hwibanañ.

1850
Daveenn : GON.II pg c'houibana (les femmes ne savent pas siffler).

c'houibanañ

1850
Daveenn : GON.II pg c'houibana et c'houibanat (siffler de la bouche seulement et sans sifflet. souffler et haleter en travaillant avec effort), c'houitella, suta

c'hwibanat

1850
Daveenn : GON.II pg c'houibana et c'houibanat (siffler de la bouche seulement et sans sifflet. souffler et haleter en travaillant avec effort).

c'hwibanet

1850
Daveenn : GON.II pg c'houibana et c'houibanat (siffler de la bouche seulement et sans sifflet. souffler et haleter en travaillant avec effort. Part.)

c'hwibanat

1909
Daveenn : BROU p. 426

— Lavaret a ri ?… Gir. Un taol ! En aer ar wialenn a c’hwiban. Ur skrijadenn ! — ’Lavarin ket ! ’lavarin ket !

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 40, p.896 (Miz Ebrel 1924)

Hag ar wialenn en e zorn a c’hwibane. Psitt ! psitt !

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 46, p.1090 (Here 1924).

En osteleri e kleved anezhe, hemañ o kaozeal, hemañ o krial, darn all o rezoniñ, o touiñ, o sulbediñ ; girioù lemm ha flemmus a nije eus an eil d’egile ha gwalennadoù skoet war hemañ ken a c’hwibane a-dreuz an ti.

1925
Daveenn : BILZ2 p.123

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial