Ar vro a zo diwallet gantañ a guitais, ur vro uhel ha santel dreist d’ar re-all, nesoc’h d’an neñv eget nep bro, leunoc’h eget nikun a vouezhioù doueel na davont nepred, o tassoniñ dalc’hmat gant hiboud an eienennoù, kroz ar froudoù hag al lammdourioù, sarac’h ar c’hoadoù, garm an evned ha blej an tropelloù ; douar geotus, edus, houarnus, perc’hennet dre ar c’hleze gant hor gourdadoù, goude un niver emgannoù, ha deut da hêrezh ar gouennoù illur a vez maget enno ar wazed hag ar maouezed brasañ, kaerañ, krenvañ ha gwellañ eus ar bed.
Disgwel dezho, hag int dalc’hmat en o c’hichen, e soublent d’an douar a-unan ganto ; ganto e talc’hent hael an alar, fust ar bigell, troad ar wigned ; boulc’hañ an irvi ganto ha dizouc’hañ a raent ; lavnenn ar falc’h a stokent ouzh koloennoù an heiz ha, keit ha ma pade an eost, e skuilhent e kalon ar baotred hag ar merc’hed levenez ha kan.
Un dra all a zo da deurel evezh outañ : emañ ar c'hondonioù dalc'hmat, koulz lavaret, diouzh an tu bolzet, an tu diavaez eus ar c'harlantezad.
Siwazh dezhañ ! ne oa ket evit ober un disterañ diskuizh, rak an dour a oa bras hag an tizh a vounte dalc’hmat ar vag war an tu enep.
E-keñver gouelec'hiad an tachennoù rouz dizour ha dic'heot, pe ar pantennoù meinek, dalc'hmat o kinnig disac'hañ, a oa da dreuzañ da vont di, San-Miguel, hag eñ freuzh-difreuzh [sic, freuz-difreuz], a oa anezhañ ur wir c'hlasenezenn, bourrus bevañ enni.
– Hag ar gwragez, pare dalc’hmat d’e harpañ… Ar gwragez a zo da zisfiziout, dreist-holl diouzh o mousc’hoarzh ha diouzh o doareoù seven…
- Feiz ! Mat ac'h eus graet, d'am meno, tevel war seurt darvoud. 'M eus aon e oa echu ganit tañva blaz « garbanzos » (fav ruz) Kastilha-Gozh, hag e vijez bet kaset da zebriñ yod-silet e ti da vamm. Brrr !... Nemet, na petra ! Te a zo bet re hir da fri, dalc'hmat.
Nemet, na petra ! Te a zo bet re hir da fri, dalc'hmat.
Ha kuzhet e vez dalc'hmat ar menezioù uhelañ el latar hag er c'hoabr.
Ha pa zeue an arc'hant da ziankañ, war chanter pe chanter, anat e oa bet tost dalc'hmat diwar-goust an tourioù, ar begoù-tour dreist-holl.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
dalc'h-mestr