Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. (db. an dud) A. Bezañ dallet gant udb. : na c'hallout gwelet (koulz lavaret) abalamour d'udb. Dallet gant ar vogedenn. Dallet omp gant ur mell barrad glav-pil. B. Dre skeud. 1. Dallet gant ar gounnar : kounnaret da vat, en un doare direzon. E dad, dallet gant ar gounnar, a voe war-nes skeiñ gantañ. 2. N'eo ket spiswel. Speredoù dallet, ha kalonoù kaledet. Ra ouezo an dud dallet-se. Digeriñ daoulagad dallet. DHS. bouc'h. II. (db. an traoù) Aet togn. Ar maen-higolenn a dalvezas din da lemmañ ma benvegoù dallet. HS. kizet.

Skouerioù istorel : 
12
Kuzhat roll ar skouerioù

dallet gant gwall

1732
Daveenn : GReg pg aveugle (aveugle par accident)

dallet gant avaristed, gant ar vuanegezh

1732
Daveenn : GReg pg aveugle (par l'avarice, par la colere)

dallet

1732
Daveenn : GReg pg aveugle

dallet eo dremm va falz

1850
Daveenn : GON.II pg dremm

Edomp er gwashañ eus an emgann ; digouezhet e oa neuze war an dachenn, ar Prad gant e soudarded hag e ganolioù ; dallet e vezemp gant ar bouledoù o kouezhañ warnomp ; kouezhañ a rae an dud d’an douar n’oa ket dioc’h kont.

1877
Daveenn : EKG.I. p.299

Me 'gred e ranke bezañ dallet gant an droug a yoa ennañ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.249

dallet dre wall

1931
Daveenn : VALL pg aveugle

dallet dre zarvoud

1931
Daveenn : VALL pg aveugle

Ret eo lavarout n'eo ket bet ar ouizieion dallet re alies gant ar strizh-reizhusted; rouez a-walc'h eo, e skiantoù an Natur, lealded-spered ur Shepard hag ur Johnson da skouer, evit ma vo meneget.

1943
Daveenn : TNKN p63

Pep koñchenn ' guzh un draig wir : / Piv hemañ 'ta ma n'eo an Hir / [zo] E bec'h da vezañ tamallet / Da reiñ repu d'un den dallet ?

1960
Daveenn : PETO p47

Aotrou kure, ma c'hasoni / C'hwi ' deurvezo din pardoniñ, / Din-me, diaoulez ha pec'herez, / Dallet, allas ! gant an erez.

1960
Daveenn : PETO p81

Ouzhpenn ar fed e ranker nac'h barn an dud digablus ez eus un abeg all kuit da implijout ar feulster ha da zegas efedoù drastus na vefe tu da ziverkañ goude: gouzout a ra ar stourmerien difeuls pegen aes eo faziañ ha bezañ dallet, dreist-holl pa zegas feulster an enebourien kasoni, aon ha dispi.

2015
Daveenn : DISENT p46

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial