Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. [1985] En ur lammat en un doare trumm. Merc'hed a yeas a-lamm warni. Ar mor a zeuas a-lamm war an douar. [1985] Mont a-lammoù dreist udb. 2. [2015] Gant (re a) herr. Emañ an droug a-lamm o tirollañ. Ar c'haporal a zeuas a-lamm en ti. [2015] Sevel a ra trumm en he sav, digeriñ an nor ha mont er-maez a-lamm. HS. a-benn-kaer, a-dizh, a-gas, a-herr, buan, fonnus.

Skouerioù istorel : 
2
Kuzhat roll ar skouerioù

E-keit ha ma oan du-hont e c'hoarvezas ganin ivez ur gwall dra, en abeg d'ar merien "ntchounou" pe "manyañ" : kavet hor boa war hon hent un ergerzhad eus ar merien-se, en o doare-ober tagañ, setu ma ranked treuziñ anezho war meur a vetrad ; ha setu, en ur vont a-lammoù dreisto ez eas va zroad a-dreuz war un tamm grwizienn.

1985
Daveenn : DGBD p132

Sevel a ra trumm en he sav, digeriñ an nor ha mont er-maez a-lamm. Sinañ a ran da gKoula redek war he lerc'h.

2015
Daveenn : EHPEA p210

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial