I.
A.
1. Ger a implijer da zrevezañ trouz ur stokadenn pe un taol.
Dao ! un taol-penn reut dezhi. Ha dao ! e benn-bazh ouzh ur brank ; kouezhañ a rae ar c'histin. An den a bakas e benn-bazh ha dao a-gleiz, a-zehoù, ha dao c'hoazh.
&
Yezh ar vugale
Ober dao da (ub., udb.) : skeiñ gantañ.
Grit dao d'ar bleiz du.
&
Trl.
Ober dao war (udb.) : stekiñ outañ.
Ha me d'ober dao war an nor.
&
Dao-dao : termen a implijer da zrevezañ an trouz a reer pa stoker meur a wech ouzh un nor da c'houlenn digor.
Unan bennak a ra dao-dao war an nor.
2. Dre ast.
Ger a implijer da lavaret ez eus bet tonket ur marc'had.
Dao, ma den ! Hennezh eo da briz ! Ma hini-me ivez !
3. (er c'hoari galoch)
Ger a dalvez da reiñ urzh da ub. da c'hoari.
B.
1. Ger a implijer da zrevezañ trouz pe efed ur fiñvadenn brim war-raok graet a-greiz-holl.
Ha dao en hent ! Kilañ a ris da gemer ma zizh ha dao ! Lakaet en doa boud en e geflusker ha dao en hent dre an draonienn. Ha dao war-lerc'h al laboused.
2. Ger a implijer da rentañ efed ub. pe udb. a zeu war-wel a daol-trumm.
Dao ! Satanaz an hini a oa !
II.
A. Termen a implijer pa venner menegiñ ar jourdoul en devez an den a-raok stagañ gant ur pennad labour bnk.
1. Dao da ober udb. : kregiñ d'e ober gant jourdoul.
Hiziv emañ deiz ar forniad ; ha dao da derriñ an toaz ! Dao da glask an dañvad. Dao d'ober un dro zañs.
&
Dao da udb. : kregiñ d'e ober gant jourdoul.
Ar paotr ha kregiñ e dorn ar plac'h, ha dao d'ar jabadao !
2. Dao dezhi : troienn a zistager pa vez anv da stagañ gant ur pennad labour.
Dao dezhi neuze gant ar vouc'hal ha gant ar bal.
[1850] Ai 'ta, dao dezhi !
B.
1. Dao da ub., udb. : troienn a zistager a-raok tagañ ub. pe udb.
En ul lamm e voe warno ha dao dezho a daolioù dorn. « Dao d'ar veleien ! » « Dao dezhañ ! ma vo lazhet ha taolet en ur puñs bennak ! ».
[1877] Evit ho Toue, evit ho pro hag evit ho Roue eo ec’h en em gannit. Kalon ivez ’ta, paotred Breizh, ha dao dezho !
[1924] Dao dezhañ hep droug na poan !
2. Trl.
Reiñ dao da ub. : enebiñ outañ.
Ez an da reiñ dao dit.
HS. bec'h.
Ha dao da Vilzig, pa veze tapet en ur pleg berr bennak.
Ha dao da Vilzig, pa vije tapet en eur pleg berr bennak.
1924
Daveenn :
BILZ1
Niv. 45, p.1066 (Gwengolo 1924)
— Alo ! paotred, eme Bilzig, alo ! alo ! pep hini gant e jeu !… "An Hini kozh"… Prest omp ?… Dao dezhi !…
— Alo ! pôtred, eme Bilzig, alo ! alo ! pep-hini gant e jeu !… An Hini koz… Prest omp ?… Dao d’ei !…
1925
Daveenn :
BILZ2
p.158
Pa oa peurdorret hon naon hag hor sec'hed ganimp, pep hini ac'hanomp a dennas e yalc'h-vutun eus e c'hodell da dao ! Sed bep a chaokadenn etre hor c'hildent ha mat pell zo !
Pa oa peurdorret hon naon hag hor zec'hed ganimp, pep-hini ac'hanomp a dennas e yalc'h vutun eus e c'hodell da dao ! Sed beb a chokadenn etre hor c'hildent ha mat pell-zo !
1929
Daveenn :
SVBV
p10
Dao dezhi!
Dao d'ezi !
1931
Daveenn :
VALL
pg aller (allons-y ! ; mettons-nous à l'oeuvre)
— « Lakait din ur bara a bemp lur. » Ha dav ["dao"] ! ar varaerez a bouezas ur bara a zek lur, a droc’has un drailhenn vara evit ober al lañs hag a roas anezhañ d’ar vaouez. — « Dal ! setu aze pemp lur. Ha c’hwi ? Ur bara a begement ? » — « Unan a zek. » — « Dal ! setu amañ unan hag a zo ennañ pouez mat gantañ. » — « Hennezh a zo ur bara a bemp lur ! Unan a zek a c’houlennan. »
1944
Daveenn :
ATST
p.87
Luchat a rae war-du an tamm paper talvoudus, mes ne luchas ket e-pad pell[-]amzer, rak Yann a astennas e zorn, ha dao ! e-barzh an armel.
1944
Daveenn :
ATST
p.103
Lom a gemeras ur skourjez, ha, dao ! an duchenn a zraskas tennoù er glud, a-hed hag a-dreuz.
1944
Daveenn :
ATST
p.129-130
An horeller a rank, gant e vazh, bountañ ar voul en unan eus an toulloùigoù, diwallet gant unan eus ar c'hoarierien a ra dao dezhi pa dosta re.
An horeller a rank, gant e vaz, bounta ar voul en unan eus an toullouigou, diwallet gant unan eus ar c'hoarierien a ra dao d'ezi pa dosta re.
1944
Daveenn :
EURW.1
p23
— « N’ouzon ket… n’ouzon ket… va zudoù kaezh !… Ma n’eo ket an diaoul e-unan ? » Dao ! Satanaz an hini e oa ! Satanazet e oa an ti.
1944
Daveenn :
ATST
p.82
— « Astennit ho torn ». Dao ! un taol reolenn.
— « Astennit ho tourn ». Dao ! eun taol reolenn.
1944
Daveenn :
EURW.1
p21
— « Ho ! ho ! Job, dont a rit ? » Ha Job a stlape, kerkent, e forc’h, pe e falz, pe e falc’h ha dao ! da redek ar barrez.