Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
123
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. 1. (db. an traoù) Direnkañ, lakaat en dizurzh. Ar c'hañfard en deus daoubennet pep tra e ti e dud. & (en tu gouzañv) E 1789 e voe daoubennet tout an traoù. Mard eo bet disec'het hor stivelloù ez eo dre ma'z eo daoubennet mein ar c'hostez-mañ eus ar menezioù. HS. dispac'hañ, eilpennañ. 2. Dre ast. Trec'hiñ, kannañ. Armeoù bras o vont d'ar Brusianed evit daoubenniñ anezho. 3. Dre skeud. (db. an dud) Trubuilhañ, terriñ penn (ub.). Ne blije ket dezhañ daoubenniñ ha glac'hariñ e c'hoar henañ. Na zaoubennit ket ac'hanon evel-se ! DHS. fourgasiñ, strafuilhañ. II. V.g. 1. Difretañ. E-keit-se ar chas a harzhe hag a zaoubenne en-dro d'an dervenn-mañ. Plijout a rae dezhañ klevet ar gwagennoù o taoubenniñ a-enep Kerreg Aval. Kaer en doe mont ha dont ha daoubenniñ. DHS. birvilhañ, fourgasiñ. HS. dispac'hañ, kabalat, turmudañ. 2. Dre ast. Ober strivoù, labourat a-zevri. N'eo ket c'hwi 'lavar, ni a zaoubenne. Ne servije ket delc'her da zaoubenniñ. Daoubenniñ war ul labour : strivañ d'e gas da benn. HS. kabalat. 3. Dre ast. Ober trouz, lakaat reuz. Klevet ub. o taoubenniñ er gegin.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial