Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (db. an dud) Zo deuet da zaougrommañ e gorf, en deus ranket daougrommañ e gorf. Daougrommet e oa ha ne c'halle gwelet netra. & Ent strizh Deuet da vezañ kromm-mat e gorf gant an oad pe al labour. Ur wrac'h daougrommet. Daougrommet eo dre forzh labourat. 2. (db. izili ar c'horf) Kromm-mat. Daougrommet e oa e gein. HS. baotet, chouket, daoubleget, daoudortet, kruget. 3. Dre ast. (db. ar plant) Kromm-mat ha dister a vent hag e-se. En targosioù daougrommet e c'hwitelle ar mouilc'hi. DHS. krabosek, kruget.

Skouerioù istorel : 
2
Kuzhat roll ar skouerioù

En o fenn ur blev liv-melen-kaer na ziskenne ket izeloc’h eget ar gouzoug ; gant rodelloù ar blev-se edo kuzhet ouzhin o dremm, daougrommet m’edont war an dour ma labourent ennañ.

1924
Daveenn : SKET.II p.76

Darn eus ar brezelidi [sic] edo [sic] puchet, lod azezet, re all daougrommet, a-zioc'h o labour.

1929
Daveenn : SVBV p5

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial