daoust
Ha ganto daoust ha n’o doa ket al Lezenn ?
— Daoust da belec’h ec’h int aet ?…
daoust
daoust ma
daoust deoc'h pe… pe…
Meno ar re ziwezhañ evelato a hañval dimp bezañ da zisfiziout dioutañ, hogen an diskleriadur e-unan n'emañ ket da vezañ pellaet hep enklask daoust da se.
Daoust da doull an nor bezañ hanterzismantret abaoe keid-all, ha bezañ kuzhet mat gant ar spern hag an drez, an hini a garfe furchal, a gavfe c’hoazh al liv anezhañ ; ha, me ’zo sur, a-benn disul all, ouzhpenn ur chaseour kurius a yelo di da welout.
Lukaz, avat, en doa un dra bennak nevez da lavarout dezho, daoust ma oant mezv, rak ur c’heloù eus ar seurt a zo ur pouez re bounner, ha ret eo disammañ an teod dirak an den kentañ a vo kavet war an hent, na pa vefe roue pe pilhaouer.
« O nonde ! ne welan mui gwall sklaer », eme Job ; « ur vrumenn a zo war va daoulagad, daoust hag emañ an noz o tont ? »
Gouzout a reomp, ni eo ar gerent tostañ ; evelato e oa dleet da hennezh kozh soñjal en e vignon, daoust dezhañ bezañ marv, ha mont ar c’hentañ da gas ar c’heloù d’an intañvez ha da reiñ kalon dezhi en he flanedenn griz.
Lavarout a reas dezhañ c’hoazh p’edo Job o vont er-maez gant e falz war e vrec’h : — « Job, un dra am eus da c’houlenn diganeoc’h, a-raok mont d’ho labour : daoust ha n’hoc’h eus ket klevet un trouz spontus en noz-mañ, war-du Kervetouz, ha, pelloc’h marteze, e Karreg-al-Louarn ? »
— « Daoust petra ’zo c’hoarvezet e Karreg-al-Louarn ? »
Ha setu Lom da c’houlenn digant ar mevel bihan : — « He ! paotrig, daoust ha diaes eo kas ar vag-mañ eus un tu d’an tu all d’ar stêr ? » — « O ! feiz n’eo ket avat. Ur c’hoari nemetken. »
- Daoust hag int koant eveldoc'h ? - Petra ar seurt goulenn ?
Ur froudig dour, tizh warnañ ha ragach d'e heul, a doulle e aroudenn [sic, "arroudenn"] dre[-]douez ar grouan hag ar mein, e-kreiz un naoz ledan aet da hesk daoust da zisheolienn ar pupli mistr hag uhel, a heulie, war an daou ribl, kammigelloù ar stêr tre betek un ode-venez, du-se.
Ar garantez c'hlan-se, daoust hag iskis, a oa e dra-eñ, e deñzor-kuzh. Ha, dezhañ bevañ e kumuniezh, n'en doa ket d'he c'henlodañ gant den.
Hogen pa’z eo gwir n’emañ ket war hon tro korf an touell, aesoc’h eo herzel, disteroc’h riskl an argoll… Daoust ma’z eus da ziwall er gouent zoken, rak an Diaoul a zo soutil, lies-stumm, diniver e widreoù !...
Ar breur Arturo en doa graet hent, evel boaz, gant ar breur Alano, ur Breizhad eveltañ, hag e geneil nemetañ, e gwirionez, daoust ma oa forzh Breizhiz all e-touez danvez[-]leaned ar gouent.
Daoust hag e oa anat war e dal ar c'hevrin a vleunie en e galon ? Pe ha gwelet e vije bet, diwar solier an ograoù, gant ur c'hloareg bennak ?...
- Pregit dimp !... Hag oc'h deut, daoust da se, d'en em... goll e gouelec'h kras ha krin Kastilha-Gozh ?
Direbech ne oa ket an niverenn mann. Un taol-esae nemetken. Direbech n'eo ket kennebeut an niverenn unan. Daoust d'ar gwelladennoù. Strivañ a raimp er mizioù da zont evit gwellaat dibaouez, ganeoc'h, kazetenn ar stourmoù e Breizh.
Daoust d'ar mor bezañ gros, ne vrall mui al lestr.
An diouer a c'hanedigezhioù n'eo ket bet displeget mat ar perak[g] anezhañ betek-henn. Daoust ha tennañ a rafe da natur ar ouenn ?
Daoust pe zaoust, an nev, ha na oa ket anv da adsevel da neuze, a oa chomet en he flas.
Daoust dezhe kemer perzh en obererezh e chom dister ar riskl evito da gaout trubuilhoù da c'houde [...].
Kouezhañ a ra atav glav tanav miz Mae met daoust da se ez eo heruilh an tremenerezh.
Daoust ha gallout a reomp distruj ar c'harr-nij brezel az ay da vombezañ Afganistan, an tourter a vo implijet dizale da sevel ur c'hamp bac'h pe ur greizenn nukleel, ar banell-vruderezh a vila ar gweledva ganti, pa vefe-hi diouzh al lezenn pe ne vefe ket, ha kement zo… ?
Daoust ha Katerina he deus pellgomzet dit?
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
daouster