dare da
dare eo
dare da
dare eo
darev
Kerkent pep hini a ya da ober ar pezh a zo gourc’hemennet dezhañ ; unan a oa o purañ ar podoù, un all o sec’hañ ar pladoù, un all o rinsañ an oaled ; un all a yeas da gerc’hat koad d’ar bern keuneud a oa en tu-all d’ar porzh a-ziadreñv, e kichen ar c’hraou-moc’h ; ar sakrist, skañv e c’har, a yae d’ar c’hav, hag a deue gantañ, [b]ep tro, ur vriad boutailhadoù gwin kozh. Koan ne zaleas ket da vezañ dare.
bezañ dare
emañ darev da vervel
Den e Breizh ne oar kerkoulz[-]all pegen blazet-mat eo ur vananezenn veür pe un aval-anana dare kutuilhet e parkeier Martinika, gant n’ho pefe ket re aon rak an naered tric’hognek pe lunedek, rak daou anv o deus an amprevaned-se, gwalenn ar vro.
« Damañ din va faotr bihan, eme ar glañvourez dare da vervel, ma pokin dezhañ c’hoazh ur wech ! »
A-benn ur pennadig e krogas ar volz iskis-se da zislivañ a-dammoù : treiñ a reas da vezañ mouk, ha damc’hlas evel ul lutig dare da vervel, met kerkent-all e flamminas adarre, gell-alaouret an dro-mañ gant bannoù a bep seurt liv hag a bep seurt stumm en he c’hreiz, gwech o vont en-dro evel skinoù ur rod karr, gwech strinket gant herr d’an nec’h, biroù tan o paouez bezañ diwareget, pe o kouezhañ goustadik er mor, hervez ma ra ar gwabriol e-kerz [e-kerzh] an hañv.
N'eo ket a-walc'h d'o gwrizioù chom da gorvigellañ a-zioc'h al lec'hid, hogen an had ne gouezhont ket ur wech dare, diwan eo a reont er frouezhenn hag, e-lec'h kreskiñ war-zu an nec'h evel ar pep brasañ eus ar plant all, nevezennoù hag a chom stag ouzh ar blantenn-vamm e doare ma vezont holl luziet en un doare souezhus.
Pell 'zo e oa bet aezhennet trenkennoù ar gwin ; c'hwekaet e oa bet gant an amzer e liv impalaerel, evel ma pinvidika livioù gwerenneg un iliz ; ha ruzell ar pardaez klouar war winiegi ar pantennoù, er razarc'h, a oa darev da ziglorañ, ha da zispenn latar London.
"Ne'm eus ket, Doue ra viro!" a youc'h, darev da grenañ gant an aon.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
darevadur